Llanybydder

Eus Wikipedia
Iliz Llanybydder

Llanybydder zo ur gêr eus Kembre, e hanternoz Sir Gaerfyrddin, war harzoù Ceredigion. War lez an Afon Teifi emañ, un dek kilometr bennak diouzh Llanbedr Pont Steffan. Emañ Mynydd Pencarreg (415 m) er gevred d'ar gêr.

Brudet eo Llanybydder abalamour d'ar foarioù kezeg a vez enni d'ar Yaou diwezhañ eus ar miz. Ne vez ket kement a dud er foarioù-se bremañ ha ma veze gwechall, met derc'hel a reont da sachañ gwerzherien ha prenerien eus Breizh-Veur a-bezh hag eus Iwerzhon.

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]