Drumquhassle

Eus Wikipedia

Drumquhassle zo ul lec'h ma oa ur c'hreñvlec'h roman e Bro-Skos. Bez' e oa unan eus kreñvlec'hioù ar Gask Ridge, un heuliad kreñvlec'hioù roman savet e-kreiz Bro-Skos er bloavezhioù 70 ha 80, da lavaret eo a-raok moger Hadrian. Kavet e oa bet aspadennoù anezhañ er bloavezhioù 1970, er gevred da Loch Lomond, e-kichen kêriadenn Drymen.

Lindum e oa e anv latin[1] :

  • Ptol. II, 3, 7 ː Lindum, ur gêr eus an Dumnonii
  • Ravenna 10732 ː Clindum
Pelec'h emañ Drumquhassle

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982. p. 393