Dorn Irulegi

Eus Wikipedia
Dorn Irulegi
kizelladur, archaeological artifact, enskrivadur
Deiziad krouiñ1añ kantved kt JK Kemmañ
SevenadurVaskoned Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Lec'hMirdi Navarra Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvtalvoud dianav Kemmañ
Danvez implijetarem Kemmañ
LizherennegNortheastern Iberian script Kemmañ
Dizoloer pe ijinerLeire Malkorra Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet18 Mez 2021 Kemmañ
Location of discoveryVillage of Irulegi, Aranguren Kemmañ
Announcement date14 Du 2022 Kemmañ

Dorn Irulegi zo un drazenn eus Oadvezh an Houarn bet kavet e 2021 e-doug furchadegoù en Irulegi, e Navarra (Bro-Vask). Un dorn arem zo bet kavet gant Leire Malkorra ha kouch arkeologourien Mattin Aiestaran war dachenn ur c'hreñvlec'h e-tal kastell Irulegi, e kumun Aranguren, e kumuniezh emren Navarra war-hed 3 km er reter da Iruñea. D'an 18 a viz Mezheven 2021 e voe dizoloet ha graet war e dro ez-aketus. Filmet ha skeudennet e voe an dizoloadenn ha fiziet e gouarnamant Navarra gant pezhioù all da studiañ goude. N'eus ken nemet pa voe naetaet gant ar ratreerez Carmen Usua ma voe gwelet ar skrid engravet en dorn. Komprenet e voe ivez e oa da vezañ sellet ouzh an dorn ha lennet ar skrid, dorn troet war-zu an traoñ.

Soñjal a ra d'an arbennigourien e oa moarvat un amuzetez war ziskouez e toull dor un ti evit dougen chañs, evel ma vez graet c'hoazh gant an eguzki-loreak (troioù-heol) ouzh an tiez a-vremañ e Bro-Euskal. Un toull a zo e laez an dorn, e plas an arzorn eta, evit derc'hel an dorn war bouez un tach moarvat. Ivinoù a zo e penn ar bizied, lod anezho a zo aet da goll, avat.

Perzhioù an dorn : 143,1 mm a-hed 127,9 mm a-led 1,09 mm tevder 35,9 gr pouez 6,5 mm treuzkiz d'an toull e plas an arzorn

Peder linenn skrid a zo en dorn-se graet a bikoù engravet, 40 arouezenn en holl. An doare implijet a zo un adstumm eus an arouezeg iberek hag ar yezh, hep ket a var, a zo heneuskareg, anvet ivez henvaskeg pe c'hoazh akiteneg. An testeni hirañ e heneuskareg eo ar skrid-se, a-hend-all e chom dreist-holl anvioù-tud hag anvioù-lec'h. M'emañ ar yezhourien a-du evit lavarout ez eo ar ger kentañ « sorioneku » ur ger dougen-chañs euskarek, kar da c'herioù a-vremañ (zorioneko. " Zorionak » a lavarer evit reiñ gourc'hemennoù), n'eus ket unaniezh evit ar peurrest ha da studiañ e vo c'hoazh an arouezennoù evit sevel martezeadennoù asur pe asuroc'h.

Deiziet eo bet an dorn eus kard kentañ an unanvet kantved k.JK. Diskouez a ra diarvar e veze komzet ha skrivet euskareg en Irulegi 2100 vloaz 'zo. Er c'hantved-se e voe dilezet trumm ar c'hamp-se, laosket pep tra war o lerc'h gant an annezidi, en abeg d'ar brezel sertorian (diwar anv Quintus Sertorius da vare ar Romaned.

Broudet bras eo an imbourc'herien da vont pelloc'h gant o furchadennoù ha soñjal a ra dezho e vo graet dizoloadennoù a-bouez all war dachenn kreñvlec'h Irulegi.

TOULL (ZULOA) Evit derc'hel war-bouez un tach pe a-istribilh a greder.

TESTENN (TESTUA) Peder linenn a zo, 4O arouezenn en holl.

PIKOÙ (PUNTUAK) Evit ober an arouezioù e raent ar pikoù da gentañ ha goude e kizellent a-linennoù evit o liammañ.

AROUEZIOÙ (ZEINUAK) Arouezioù eus an arouezieg iberiat azasaet ouzh an heneuskareg a veze implijet, evel an " T " da skouer.

IVINOÙ{AZKAZALAK) E penn ar bizied ez eus ivinoù.

SORIONEKU Pe ar ger "zorioneko" a c'heller lenn en deroù.

LINENNOÙ (MARRAK) Engravet ez eus linennoù dindan al linennoù skrid marteze evit skrivañ eeunoc'h pe evit aesaat al lenn.

Notennoù ha Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur pennad zo bet skrivet er gelaouenn Argia e 2022 diwar-benn an dizoloadenn bet graet e 2021.
  • Ar pennad-mañ zo bet embannet en Al Lanv, niverenn 164, Meurzh 2023, pajenn 16-17.