Donezonoù ar Spered santel

Eus Wikipedia

Er gristeniezh ez eo donezonoù ar Spered santel donezonoù degaset gant Doue d'an dud a gred ennañ. En henc'hresianeg e vez kaoz eus χαρισμα, c'harisma, donezon. Danevell a ra ar Bibl penaos e vijent bet degaset d'an Ebestel en em laka da skouer da gomz yezhoù na anavazont ket. Termenet eo an donezonoù resevet gant ar gristenien gant ar vadeziant hiziv er relijion gristen.

Donezonoù ar Spered santel er Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Resev a ra an Ebestel donezonoù ar Spered Santel da zeiz ar Pantekost hervez ar Bibl. Adalek neuze ez eo kemmet o doare-bezañ hervez ar Skritur sakr. Aoniek e oant ha dont a reont da vezañ kalonek, o komz dizaon diwar-benn Jezuz hag e Aviel. Gouzañv a reont an toullbac’h ha zoken bezañ merzheriet gant habaskted ha levenez. Dizesk e oant ha komz a reont neuze diwar-benn traoù Doue en un doare sklaer ha dic’hortoz. komz a reont yezhoù na anavazont ket.

E-kichen ar 6 donezon meneget gant Izaia (11,2), troidigezh latin ar Vulgata a laka ouzhpenn « spered doujañs an Aotrou  » (spiritus timoris Domini), an deoliezh (spiritus pietatis). « seizh donezon ar Spered santel » eo, « a laka ar fideled da vezañ doujus da sentiñ prim da vennadoù Doue »[1]

Kavout a reer teir listennad eus donezonoù ar Spered santel er Bibl :

Lizher d'ar Gorintidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskrivet eo donezonoù ar spered santel gant Paol Tars en e Lizher d'ar Gorintidi. Er rannbannad 12 e teskriv liested an donezonoù. Keñveriañ a ra ar gristenien hag ar c'horf :

"Rak ar ger a furnez a zo roet da unan dre ar Spered, ar ger a c'houiziegezh da unan all dre an hevelep Spered, ar feiz da unan all dre an hevelep Spered, an donezonoù da yac'haat da unan all dre an hevelep Spered, da unan all oberiañs ar burzhudoù, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoù, da unan all ul liested a yezhoù, da unan all disklêriadenn ar yezhoù.
Met un hevelep Spered hepken a bourchas an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini, evel ma plij dezhañ. Rak, evel ma'z eo unan ar c'horf, petra bennak ma en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c'horf, petra bennak ma'z int kalz, ur c'horf hepken, evel-se ivez emañ eus Krist. Badezet omp bet holl en ur Spered hepken, evit bezañ ur c'horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklaved, pe tud frank, hag holl omp bet douraet gant ur Spered hepken." (1Co, 12, 8-13).

Lizher d'an Efezidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Hag eñ ivez en deus roet d'ar re-mañ bezañ ebestel, d'ar re-se da vezañ profeded, pe c'hoazh avielerion, d'ar re-hont bezañ pastored ha doktored, ma vo reizhet mat ministrerezh ar sent, evit savidigezh korf ar C'hrist" (Efez. 4:11-12)

Lizher d'ar Romaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp; mar d-eo ar brofediezh, ra vo hervez ar muzul a feiz; pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ouzh ar c'helenn; pe an hini a ali, ouzh an ali; an hini a ro aluzenoù, ra raio gant eeunder; an hini a ren, ra raio gant evezh; an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio gant levenez." (Romaned 12:6-8)

E pep hin eus an arroudennoù-se ez eo lavaret spis ez eo roet an donezonoù-se evit savidigezh an Iliz. Meneget zo 13 donezon en tri roll-se (ar c'homzoù furnez, ar c'homzoù anaoudegezh, ar bastorelezh, ar ministrerezh avielour, an donezon da gommañdiñ, an abostolerezh, ar feiz, an donezon da bareañ, an donezon d'ober burzhudoù, an diouganerezh, meizadur ar speredoù, liesseurted ar yezhoù, jubennadur ar yezhoù). N'eus standard ebet a gement a ve degemeet gant an holl hag a glozfe ar roll avat.


Donezonoù ar Spered Santel en Iliz Katolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre sakramant ar vadeziant ha dreist-holl dre sakramant ar Gouzoumenn e resev ar gristenien, hervez o relijion, "grasoù ordinal ar Spered Santel", pe "Donezonoù ar Spered Santel". Dre 'grasoù dreistordinal' e c'hell Doue o reiñ ivez, dre ragevezh, e buhez an dud. Emañ :

E katekism an Iliz katolik(n° 1830 da 1845, pp. 387 ha 388), donezonoù ar Spered Santel zo rannet e 7 donezon (6 a zo meneget en Izaia 11, 2) : furnez, spered, kuzul, nerzh, skiant, deoliezh, doujañs-doue. Sant-Bonaventure a zispartie ivez 7 donezon[2].

Gallout a reer o deskrivañ pishoc'h :

  • 1) Donezon an doujañs-Doue, a ro dezhe ar c’hoant da blijout da Zoue dre chom hep pec’hiñ ;
  • 2) Donezon an deoliezh, o laka da garout Doue evel o Zad eus an Neñv, gant fiziañs bras, ha da glask ma vezo karet gant ar re all ivez ;
  • 3) Donezon an nerzh, a-benn derc’hel gant ar strivoù, disteurel an hent fall

« Pep tra a c’hellan en hini a ro nerzh din » (Filipidi 4, 13)
Da lâret eo : "gant sikour a Spered Santel, e c’hellan pep tra, an traoù diaes zoken, evel karout ar pezh na vezer ket troet da garout en un doare natur (an dud a zo imoret fall, an dud nammet, paour..), ha da gaout pasianted evit ar pezh a zo displijus deomp, netra nemet dre ma plij da Zoue pe maz eo bet aotreet gantañ."

  • 4) Donezon ar Skiant, da ziforc’hañ ar mad diouzh an droug, evit chom feal da Zoue ;
  • 5) Donezon ar C’huzul, pe an Avisted, a sikour da zibab etre meur a dra, da glask petra ar blij ar muiañ da Zoue.
  • 6) Donezon an Anaoudegezh a laka da gompren ha da garout a-greiz kalon gwirionezioù pennañ ar relijion, na c’hallont tizhout nemet ma vez-Eñ o ren en o ene (pa vezer er stad a c’hras) ;
  • 7) Donezon ar Furnez, a ro an dro da dañva traoù Doue ha da unaniñ o ene ouzh Doue. Evel-se e vezont troetoc’h da soñjal evel Doue, da garout evel ma ra, da vezañ mennet evel ma venn Doue.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Katekiz an Iliz Katolik niverenn 1831
  2. Les sept dons du Saint-Esprit, Bonaventure