Dilhad-kouronkañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dilhad-kouronkañ giz gwechall, war-dro 1900, en aod hanternoz Alamagn
Bragoù-kouronkañ giz bremañ
Ur bikini gwisket gant ur plac'h eus Brazil

An dilhad-kouronkañ zo dilhad a vez gwisket evit mont da gouronkañ, pe da neuial en dour, pe dindan an amzer, er mor, er stêrioù, el lennoù, pe en ur poull-neuial.

Implij[kemmañ]

Goleiñ a reont lodennoù bras pe vrasoc'h eus ar c'horf, evit kuzhat an organoù-gouennañ peurvuiañ.

Pegoulz e vez gwisket[kemmañ]

Lakaet e vez da neuial pe da c'hoari en dour, pe e-barzh sportoù evel ar water polo, ar ski war an dour.
A-wechoù ivez e vez lakaet netra nemet evit gourvez en heol, gant ar merc'hed dreist-holl, evit rouzañ ar c'hroc'hen hep dezho bout en o noazh. Ouzhpenn-se e vez lakaet dilhad-kouronkañ d'ar merc'hed da-geñver abadennoù zo, ha dreist-holl kenstrivadegoù kened pe diskouez-kigennoù


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.