Diana di Cordona

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Diana di Cordona (1499 - goude 1550) a oa un itron italian a ouenn uhel, dimezell a enor gant ar briñsez italian Bona Sforza pa zeuas da vout rouanez Pologn. Serc'h e oa da Sigismund II Augustus, roue Pologn, ha da Cesare Iañ Gonzaga goude. E 1550 e kuitaas Pologn da vont da Sikilia.