Bona Sforza
Bona Sforza (Vigevano, 2 a viz C'hwevrer 1494 – Bari, 19 a viz Du 1557) a oa ur briñsez italian, eus an Tiegezh Sforza, deuet da vout rouanez Pologn hag arc'hdugez Lituania. Rankout a reas kuitaat Pologn e fin he buhez ha mervel a reas e Bari, en Italia.
[kemmañ] He zud
Merc'h e oa da Gian Galeazzo Sforza, dug Milano, ha da Isabel Aragon. Pa varvas he mamm, en 1524, he devoe he zitloù, dugez Bari ha priñsez Rossano, ha gwirioù Tiegezh Brienne war Rouantelezh Jeruzalem. Nizez e oa da Bianca Maria Sforza, pried an impalaer Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel .
E 1518 e teuas da vezañ eil pried roue Pologn, Sigismund Iañ. Pevar bugel o doe:
- Sigismund II Aogust , roue Pologn,
- Anna Jagellon, a renas e Pologn ganthe fried Étienne Bathory goude marv he breur henañ ,
- Sophia, a zimezas d'un dug alaman,
- Katarina Jagellonica, ar yaouankañ, a voe rouanez Pologn goude marv he c'hoar Anna hag ivez rouanez Sveden; he mab Sigismund III Vasa a voe roue Sveden ha Pologn war he lerc'h.
[kemmañ] He buhez e Pologn
.
Savet ha desket mat e voe hervez giz lezioù Italia en amzer-se. Kelennet e veze gant ar barzh Crisostomo Colonna, eus an 'Accademia Pontana, troet gant oberennoù Petrarca. Skignañ a reas mennozhioù an Azginivelezh italian e Pologn. Gwelet eo evel mamm ar c'heginerezh polonat dre ma tegasas legumaj Italia d'he bro nevez. Klask a reas kreñvaat galloud ar roue o prenañ douaroù.
En 1530 e lakas kurunenniñ he mab Sigismond August pa oa bev e dad ( vivente rege ). Aon a savas en uhelidi rak an hollveliouriezh, ma voe rediet Sigismond yaouank da brometiñ ne vije kurunennet roue ebet vivente rege hep asant Sened an Noblañsed (Sejm Walny). Pa varvas ar roue kozh he fried e savas Bona a-enep dimeziñ he mab d'ur galvinadez lituaniat, Barbara Radziwiłł, hag a varvas nebeud goude an eured, mavoe kontet e oa bet kontammetgant he mamm-gaer.
Evit stourm ouzh an Tiegezh Habsbourg e klaskas ober ar peoc'h gant anImpalaeriezh otoman. En 1556 e savas uhelidi Pologn a-enep dezhi dre ma kavent spontus gwelout ur vaouez o lakaat he fri en aferioù ar stad. Mont a reas da repuiñ en he douaroù e Bari, en Italia.
Bloaz goude, e 1557 e varvas, ha lavaret e voe e oa bet kontammet gant he sekretour, Gian Lorenzo Pappacoda, en anv roue Spagn Fulup II Spagn, a zlee bernioù arc'hant dezhi a-hervez.