Mont d’an endalc’had

Derc'hen (sant)

Eus Wikipedia
Ur pennad Derc'hen zo ivez.
Giton sant Derrien en iliz Kommanna

Sant Derc'hen (VIIvet kantved), pe sant Derrien, zo ur sant brezhon eus an Iliz katolik roman, liammet e anv ouzh mojenn sant Neventer.

Bet e oant o sikour aotrou ar Roc'h-Morvan en Eskopti Leon, a zieubjont diouzh un aerouant[1].
Hervez ar vojenn ec'h implijas Derc'hen e stol da gas an euzhvil betek aod Mor Breizh, e Plouneour-Traezh, ma voe beuzet al loen.

D'ar 14 a viz C'hwevrer e vez lidet ar sant[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Les saints fondateurs du pays de Leon. Vies et légendes, Mikael Madeg, Embann Kêredol, 2007
  2. Nominis : Saint Derien