Denis Sassou Nguesso

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sassou-Nguesso.jpg

Denis Sassou Nguesso (ganet d'an 23 a viz Du 1943) zo ur soudard, ur politikour kongoat ha prezidant Republik Kongo adalek 1979 betek 1992 hag adarre abaoe 1997.

E 1969 e kemeras perzh e krouidigezh ar PCT (Parti Congolais du Travail) hag e 1979 e voe anvet da brezidant Republik Poblel Kongo. Addilennet e voe da brezidant gant ar PCT e 1984 hag e 1989. E 1992 e kollas an dilennadegoù. Goude bezañ tremenet daou vloaz e Bro-C'hall e tistroas d'e vro e 1997. Ur brezel diabarzh a darzhas neuze etre un arme savet gantañ hag arme Pascal Lissouba, prezidant Kongo. War-dro 400 000 den a vefe bet lazhet etre miz Mae ha miz Here 1997. Trec'h e voe Sassou Nguesso a en em lakaas en-dro da brezidant ar vro d'ar 25 a viz Here. Dilennet eo bet e 2002 hag e 2009 e-kerzh dilennadegoù amsklaer.