Demokratiezh Aten
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Er VIe kantved kent J.-K. e oa bet skoet keodedoù henc'hres gant un enkadenn bolitikel c'hrevus a oa daou abeg dezhi. ar sklavelezh abalamour d'o dleoù, a liamm ar statud politikel ha ar binvidigezh, a skoe un niver brasoc'h-brasañ a beizanted vihan na oant ket perc'henn war o douaroù. Bras e oa an dizingalded war an dachenn bolitikel hag an displijadur e-touez an dud diwar ar maez. Diouzh an tu all e kreskas implij ar moneiz hag an eskemmoù kenwerzh, ar pezh a lakaas artizaned ha paramantourien kêr da sevel ur renkad sokial nevez en e aez hag a c'houlenn groñs fin monopol an noblañs war an dachenn bolitikel. Evit respont d'an enkadenn zoubl-se, kalz keodedoù en henc'hres a gemmas a-grenn o aozadur politikel. En Aten e voe degemeret un hollad adreizhadennnoù, ar pezh a roas lañs d'un argerzh a lakaas da ziwan ur renad politikel nevez er Ve kantved : an demokratiezh.
Taolenn |
[kemmañ] An adreizhadennoù politikel
A-bouez eo kompren ne ziwanas ket demokratiezh Aten diwar emsavadegoù poblek er c'hontrol da demokratiezhioù all, evel hini ar Stadoù-Unanet pe hini ar Republik c'hall a vremañ. Diwan a reas diwar youl ar bolitikourien da asuriñ unaniezh o c'heoded. Setu ar peder adreizhadenn bennañ hag anv ar re o c'hasas da benn :
[kemmañ] Adreizhadennoù Drakon
Choazet e oa Drakon, e 621-620, evit lakat dre skrid lezennoù a denne d'an aferioù muntr hepken. Brudet eo bet o c'haleter betek an amzer hiziv. An diviz bihan-se a ziazeze koulskoude ur gwir ingal evit an holl hag anavet gant an holl a ouie lenn, ar pezh a ziskare ul lodenn eus galloud ar vrientinien. Diazezañ a rae ivez aotrouniezh ar stad a-us d'ar c'herentiezhioù war dachenn ar justis. C'hwec'h tesmotet (gward al lezenn skrivet) zo lakaet ouzhpenn e kuzul an arc'honted d'ar c'houlz-se. Daoust ma'z a an enkadenn war washaat, n'eo ket boulc'het tamm ebet monopol armerzhel ha politikel tiegezhioù bras Aten, an Eupatrided. An Arc'honted (a vez renet ar geoded gant o c'huzul d'ar c'houlz-se) a veze atav choazet en o zouez. Daou batrom a zegas ur respont d'ar c'hudennoù-se a anadas e henc'hres er VIvet kantved :
- tredeogiezh ul lezennour, karget, en un doare kenemglev, da lakaat un termen d'ar reuz a c'hallfe degas ar brezel diabarzh pe diwezh ar geoded ;
- An tiranterezh, a seblant bezañ un diskoulm dibad da bec'h ar c'heodedoù. Gant Solon, al lezennour, ha goude gant ar Peisistrated e vo anavet an daou diskoulm gant Aten.
[kemmañ] Adreizhadennoù Solon
Solon a glaskas diskoulmañ an enkadennn bolitikel a oa en e geoded. Arc'hont etre -594 ha -593, lezennour, saver ur c'hod lezennoù, e lamas da viken ar sklavelezh en abeg d'an dleoù hag e tisklêrias gwir an holl da gemer perzh e divizoù ar geoded. Spisaat a reas deverioù an holl e-keñver ar geoded e feur o finvidigezh.
[kemmañ] Adreizhadennoù Kleistenes
Gant e adreizhadenn eus 508 Kleistenes, un eupatrid a oa ezel eus unan eus ar brasañ tiegezh a oa en Aten, an Alkmeoned, a roas d'ar bobl ar gwir da gemer perzh n'eo ket hepken en divizoù politikel met ivez e melestradur ar geoded o tigeriñ ar magistradurioù dezhi en eskemm eus he harp war an dachenn bolitikel. Diazezet eo an adreizhadenn-se war adaozadur an egor keodedour. Ur reizhiad ingaladur hervez al lec'h bevañ pe ganedigezh a gemer lec'h ar frammoù politikel kozh diazezet war ar binvidigezh hag ar gerentiezh. Ne vez ket termenet statud ar geodedourien atenat hiviziken estroc'h evit dre an demos m'int stag outañ.
[kemmañ] Adreizhadennoù Perikles
War-dro kreiz ar Vvet Perikles a lakas e plas un digoll pemdeziek evit ar re a gemere perzh e bodadennoù an Helie hag e re ar Boule, pe en arvestoù ar Panathene : anvet e oa ar misthos (« gopr ») hag e bal a oa lakaat ar geodedourien baourañ hag ar re a oa o chom ar pellañ eus kreiz ar geoded da gemer perzh en he buhez. A-drugarez d'ar misthos e c'hallent chom hep labourat e-pad un devezh evit seveniñ o c'hargoù sivil pe politikel. Tremen a reas ar misthos eus div da deir obolenn dre zevezh en amzer Kleon, da lâret eo gwerzh gopr un devezhour paour. An diviz-se a greñvae an demokratiezh o reiñ an tu d'an holl da gemer perzh e buhez ar geoded.
[kemmañ] An ensavadurioù politikel
[kemmañ] An Eklezia
Gant an Eklezia e veze votet al lezennoù ha disklêriet ar brezelioù. Kement keodedour Aten en e oad gour en doa ar gwir da gemer perzh enni. Bodet e veze an Eklezia peder gwezh bep miz, d'an nebeutañ war dorgenn ar Pniks. pep hini a c'halle reiñ e ali ha goude e veze votet o sevel an dorn. Gant ar brasañ niver ez ae an trec'h. Divizout a rae an Eklezia harluiñ ar geodediz a seblante dañjerus evit an demokratiezh dre un argerzh anvet ostrakism.
[kemmañ] Ar Boule
Ar Boule eo an anv a veze roet d'ur c'huzul e meur a renad gresian eus an Henamzer. En Aten e veze graet "Kuzul ar 500" anezhañ ivez alies rak adalek adreizhadennoù Kleistenes e oa enni 500 kuzulier, 50 evit pep meuriad. Tennet e vezent d'ar sord diwar rolloù savet gant pep demos eus ar geodediz koshoc'h evit 30 vloaz a oa prest da gemer perzh e labour ar c'huzul. Bep bloaz e veze tennet izili nevez d'ar sord hag ur c'heodedad ne c'halle bezañ ezel eus ar boule ouzhpenn div wezh. Labourat a rae ar c'huzul-se dibaouez. Renet ha kenurzhiet e veze e labour gant ar Britaned. Dalc'het e veze bodadegoù ar Boule er Bouleuterion, ur savadur a oa e-kichen an Tholos en agora. Dilennidi pep meuriad a chome e-doug un dekvedenn eus ar bloavezh (35-36 devezh), ar britaniezh, en ur savadur tost d'ar Bouleuterion, ar Pritaneia, noz-ha-deiz. Prest e vezent dalc'hmat d'ober war-dro aferioù ar geoded. Labour pennañ ar Boule a oa dastum ar c'hinnigoù lezennoù kinniget gant keodediz, ha goude prientiñ an dnavez-lezennoù evit gallout goude se bodañ an Ekklesia.
[kemmañ] Ar vagistrated
Merañ a raed aferioù pemdez ar geoded ha diwall a raent ma vefe doujet d'al lezennoù. En o zouez 10 strategour hag a rene an arme a veze dilennet hag a c'halle bezañ dilennet meur a wezh. Lod eus ar vagistrated evel kuzulierien ar Boule ha barnerien an Helie a veze tennet d'ar sort bep bloaz. Ar re bouezusañ avat evel ar strategourien (strategoi) a veze dilennet bep bloaz. Galloud ar vagistrated a ranke bezañ pleustret en un doare stroll ha morse en un doare hiniennel. Kontrolet e veze labour ar vagistrated hag ar gannaded e fin o c'harg. Evel se e kontrole Ateniz o magistrated en un doare efedus hag e virent oute da zont da vezañ tiranted.
Ar dokimasia a oa an enselladenn a veze graet war ar vagistrated da zont evit disteraat heuliadoù fall an dennadeg d'ar sord. Dre an enselladenn-se e wiried e oa keodedour an danvez magistrat, en doa an oad izelañ rekis, n'en doa ket bet ar garg-se biskoazh hag e oa dellezek anezhi. Dalc'het e veze dirak an Eklezia, pe an Helie, pe dirak an daou.
[kemmañ] An Helie
Al lez-varn poblek-se a oa ennañ 6000 keodedour, atav koshoc'h evit 30 vloaz ha rannet e dek rummad 500 keodedour (gant 1000 a veze miret ouzhpenn) a veze tennet d'ar sord bep bloaz evit dont da vezañ ezel eus an Helie.
[kemmañ] An Aeropagos
An Aeropagaos a oa un ensavadur politikel a oa anezhi a-raok an demokratiezh hag a vije bet krouet gant doueed. He fal kentañ a oa « mirout al lezennoù », da lâret eo da ziwall e vefe doujet d'ar vonreizh. Abalamour da se en doa galloudoù justis ledan-kenañ. E izili a oa keodediz hag a oa bet Arc'honted, da lavaret eo tudjentil pinvidik ha galloudus. Goude adreizadenn -487 e voent tennet d'ar sord. Dont a ra he anv eus un anv-lec'h, hini "tuchenn Ares", an Areopagos, e lec'h ma veze bodet. Edo an duchenn-se en Aten, el lec'h ma prezegas Paol Tarsus, nepell diouzh an Akropolis. Abaoe ar prantad arkaek e oa bet dalc'het prosezioù eno. E liamm gant Ares, diazezet war ur gerdarzh gaou marteze, a c'hallfe bezañ savet evit displegañ an anv-lec'h hepken. E lec'h e diavaez an agora a oa kalon ar geoded zo un arouez kreñv : an torfedoù ne vezont ket digemeret er geoded!
A-drugarez da adreizhadennoù Drakon e c'halle ar geodediz sevel klemm d'an Areopagos a-enep ar vagistrated o doa graet gaou oute e-doug o c'harg. Kreñvaet e oa c'hoazh galloud an Areopagos gant adreizhadennoù Solon, hag hemañ a zeuas da vezañ un doare kuzul ar furien hag a wareze ar geoded a-enep ar gourdrouzoù eus an diabarzh (Diwall a rae evel se - en un doare souezhus a-walc'h - ouzh an iriennoù savet a-enep an demokratiezh) met re an diavaez ivez. Abalamour da se, ne rente kont an Aeropagos eus e obererezh dirak ensavadur ebet. Goude adreizhadennoù Kleistenes hag ar brezelioù medek, ar galloud dalc'het gant an Areopagos a zeuas da vezañ kreñv-kenañ. Efialtes ha Temistokles a labouras kevret evit bihanaat al levezon-se hag da greñvaat re an Eklezia, ar Boule, ha lezioù-barn nevez an Helie. Goude -462, an Areopagos n'he doa ket galloud politikel ebet ken ha dont a ra da vezañ un ensavadur kozh ha doujet hag a varn ar muntroù hag an aferioù relijiel.