Daoudroadegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur struskañval. Unan a herrekañ daoudroadeged a zo.

An daoudroadegezh zo un doare dilec'hiañ pe un doare bale implijet gant ur bevedeg (boud bev) hag a ra dreist-holl gant e zaou ezel traoñ. Unan eus perzhioù korfel Homo sapiens eo. N'eo ket ar spesad nemetañ o vont war daou droad, hogen en ober a ra a-drebad e-giz ma rae dinosaored zo hag e-giz ma ra an evned na nijont ket, evel ar struskañval. N'eo daoudroadek ur spesad pe ul loen bennak nemet mard a kement pe muioc'h war e zaoudroad eget gant n'eus forzh pe doare dilec'hiañ arall.