Dagmar Overbye

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dagmar Johanne Amalie Overbye (23 a viz Ebrel 1883 en Assendrup – 6 a viz Mae 1929 e Kopenhagen) a oa ul lazherez a steudad danat. Lazhañ a reas etre 9 ha 25 bugel – unan anezho a oa bugel dezhi – etre 1913 ha 1920. D'an 3 a viz Meurzh 1921 e voe kondaonet d'ar marv. Stank e voe an divizoù da vare he frosez, ha diwarnañ e voe kemmet lezennoù danmark a-zivout ober war-dro bugale.[1] Kemmet e voe ar varnedigezh hag e voe kondaonet d'an toull-bac'h hed he buhez.

Diwall bugale a oa he micher. Krougañ, beuziñ pe deviñ ar vugale en he fornigell a rae. Goude-se e teve ar c'horfoù pe e touare anezho pe e kuzhe anezho en he loft. Tamallet e voe 9 muntr outi, rak ne oa prouenn ebet evit a sell ouzh ar muntroù all. He breutaer a lavaras e oa bet gwallgaset pa oa-hi bugel, met ne voe ket trawalc'h da lakaat ar barner da cheñch ali. Mervel a reas en toull-bac'h.

Titouroù liesseurt[kemmañ]

Notenn[kemmañ]

  1. Hanne Rimmen Nielsen : Dagmar Overby (1887–1929), Dansk Kvindebiografisk Leksikon, 2003, KVINFO, http://www.kvinfo.dk/side/170/bio/904/