Cuius regio, eius religio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Cuius regio, eius religio [1]zo ul lavar latin a dalv: Hevelep priñs, hevelep relijion, da lavarout eo eo gant an hini a zo e penn ar vro e vez divizet petra eo relijion e genvroiz. Un afer stad eo ar relijion da neuze, ha n'eo ket un afer bersonel.

Ar Reform protestant[kemmañ]

Kentañ kaoz a voe eus ar sturienn a voe e-kerzh ar Reform protestant (anvet an Disivoud Meur gant ar gatoliked) evit klozañ afer relijion ar bobl, pa voe sinet peoc'h Augsburg en Alamagn, e 1555, etre an Impalaer Karl V hag ar C'hevread enep dezhañ . An diskoulm -se eo a voe dibabet evit broioù Alamagn.

Gant ar gwiraour Joachim Stephani (1544-1623) eus skol-veur Greifswald, an hini e voe distaget ar bomm-se en 1612[2].

A orin protestant eo ar gelennadurezh-se rak ne glot ket gant meizad katolik ar gouarnerezh. Hervez ar gatoligiezh e sent ar briñsed ha rouaned ouzh ar pab, evit brasañ mad an unaniezh relijiel.

E Bro-C'hall[kemmañ]

Lakaet eo bet da dalvezout e Bro-C'hall pa fellas d'ar roueed (Loeiz XIII ha Loeiz XIV muioc'h c'hoazh) bountañ o relijion gatolik e-barzh ar pennoù protestant. Met politikerezh ar rouaned-se a oa awenet gant ar c'hallikanegezh ha troet a-enep ar sujidigezh d'ar bibien.


Evel-just e ya ar bennaenn-se a-enep ar frankiz relijiel a voe anavezet davare an Dispac'h gall.

A-raok-se[kemmañ]

Pell a-raok ar XVIvet kantved e oa bet kemm a-wechoù etre relijion ofisiel ar renerien ha hini ar bobl.

E Bro-Spagn ar Vizigoted, a-raok 586, e oa Arianiz ar Vizigoted hag o an eskibien, tra ma oa katoliked an darn vrasañ eus ar bobl abaoe ar IVvet kantved . Pa grogas Muzulmiz eus Norzhafrika da vrezelekaat ouzh Spagn e dibenn ar VIIvet kantved e kouezhas ar rouantelezh vizigot dre ma n'he doa ket skoazell ar bobl.

En hevelep doare e Siria ar VIIvet kantved ne oa ket gwall vras al lealded ouzh an Impalaer Konstantinopolis, abalamour d'an tabutoù diwar-benn gwir natur Jezuz-Krist, pa veze gwelet tud Siria evel disivouderien.


Notennoù[kemmañ]

  1. N'eus nemet gant ar C'hallaoued e vez skrivet "j" e-lec'h "i" e latin.
  2. Steven Ozment: The Age of Reform 1250-1550, An Intellectual and Religious History of Late Medieval and Reformation Europe. New Haven, CT: Yale University Press, 1980, p.259.