Comité flamand de France

Eus Wikipedia

Poellgor flamank Frañs zo ur gevredigezh c'hall hag a zo gouestlet, evel kevredigezh ouiziek, d'ar studi, da wareziñ ha da skignañ ar sevenadur flamank e Flandrez Frañs, war an tachennoù yezhel, lennegel hag istorel. Diazezet e oa bet e Dukark gant Edmond de Coussemaker d'an 10 a viz Ebrel 1853 dindan an anv gallek Comité flamand de France.[1] Vlaemsch Comiteit van Vrankryk, eo bet badezet e flandrezeg gant ar barzh flamank Prudens van Duyse.[2]

Oberiant eo bepred hiziv an deiz, ar pezh a ra anezhañ unan eus kevredigezhioù gouiziek koshañ Bro-C'hall. E Hazebroek e vez meret gant ar poellgor ul levraoueg arbennikaet ma vez miret ha bodet an holl embannadurioù dezhañ hag al levrioù rannvroel. Karget eo ivez da verañ dastumadoù ar mirdi Jeanne Devos e Wormhout.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Raymond de Bertrand (1859). in Société dunkerquoise pour l'encouragement des sciences, des lettres et des arts: Mémoires de la Société dunkerquoise pour l'encouragement des sciences, des lettres et des arts, Monographie de la rue David d'Angers à Dunkerque – Comité flamand de France (in fr), Dukark : Typographie Benjamin Kien. 310–316 p. 
  2. Prudens van Duyse (1854). "Aen 't Vlaemsch Comiteit van Vrankryk". Annales du Comité flamand de France 1853

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]