Checkpoint Charlie

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tankoù amerikan ha re soviedel tal-ouzh-tal e Checkpoint Charlie e 1961
Pannel pederyezhek
Checkpoint Charlie e 2004

Goude diskar an Trede Reich e 1945 e voe rannet Alamagn e div lodenn : aloubet gant ar Sovieded e voe lodenn ar reter, hag anvet e voe Republik Demokratel Alaman (DDR). Tu ar c’hornôg e voe aloubet gant ar Saozon, an Amerikaned hag ar C’hallaoued. Al lodenn-se a zeuas da vezañ Republik Kevreadel Alamagn (BDR). Anvioù kodet a voe roet d’al lec’hioù tremen (checkpoint e saozneg) bet aozet etre takad ar reter ha re ar c’hornôg :

  • Alpha : etre BDR ha DDR, e Helmstedt
  • Bravo : etre DDR ha Berlin, e Dreilinden
  • Charlie : etre Berlin ar c’hornôg ha Berlin ar reter.

Miret int bet a-hed ar brezel yen, ha betek diskar Moger Berlin e 1989 (adunvanet eo bet Alamagn e 1990). Checkpoint Charlie a oa e Friedrichstraße, war an harz etre Mitte (takad soviedel) ha Kreuzberg (takad amerikan). Implijet e oa evit leuskel tremen an estrañjourien hag implijidi an c’hannatioù. Meneget eo Checkpoint Charlie e romantoù polis evel re John le Carré. Hiziv an deiz eo unan eus lec’hioù Berlin gweladennet ar muiañ gant an douristed.


Liammoù diavaez[kemmañ]