Charles Collins

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Charles Allston Collins gant John Everett Millais, 1850
Convent Thoughts gant Collins

Charles Allston Collins (25 a viz Genver 18289 a viz Ebrel 1873) a oa ul livour hag ur skrivagner breizhveuriat rakrafaelour.

E vuhez [kemmañ]

Collins a voe ganet e Hampstead (Londrez). William Collins, e dad, a oa ul livour brudet. E vreur henañ a oa ar skrivagner Wilkie Collins. Da Stonyhurst College el Lancashire ez eas d'ar skol. Collins a gejas gant John Everett Millais ha levezonet e voe neuze gant pennaennoù al luskad rakrafaelour, evel ma weler en e livadur anvet Berengaria's Alarm (1850) a ziskouez gwreg Richarzh Kalon Leon o verzout ur marc'hadour-red o werzhañ gouriz he gwaz. Perzhioù al livadur a denn da re an oberennoù rakrafaelour. Millais a ginnigas ma vefe degemeret Collins er Vreuriezh, met Thomas Woolner ha William Michael Rossetti a nac'has, neuze ne voe ket degemeret Collins.

Collins a voe e karantez gant Maria Rossetti, met ne blije ket dezhi, neuze e teuas da vezañ un den emsell ha penedour, hag an emzalc'h-se a levezonas e labour, evel ma weler en e oberenn vrudetañ, Convent Thoughts he zitl, a ziskouez ur seurez e liorzh ur gouent. E dibenn ar bloavezhioù 1850 e tilezas al livañ hag e stagas gant ar skrivañ. An dastumad anvet The Eye Witness (1860) eo e skrid brudetañ.

Collins a zimezas gant Kate Perugini, ha hi c'hoar Charles Dickens, e 1860. Diwezhatoc'h e savas golo The Mystery of Edwin Drood ur romant gant Dickens chomet diechu. Mervel a reas e 1873 ha douaret e voe e bered Brompton e Londrez.

Liamm diavaez [kemmañ]