Chan Chan
Chan Chan zo ur ganaouenn savet e 1987 gant ar c'haner ha gitarour kuban Compay Segundo (1907-2003). Daou zen zo meneget enni, 'Juanica' ha 'Chan Chan'. Adkanet eo bet gant kalz a dud, brudet eo bet gant ar film Buena Vista Social Club, gant Eliades Ochoa hag Ibrahim Ferrer.
An diskan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Buanoc'h e vez kanet an diskan eget ar peurrest. Setu ar c'homzoù orin:
De Alto Cedro voy para Marcané Llego a Cueto voy para Mayarí |
Eus Alto Cedro ez an 'trezek Marcané Erru e Cueto, etrezek Mayarí. |
Tostik eo ar pevar lec'h meneget er ganaouenn : Alto Cedro, Marcané, Cueto ha Mayarí (meur a ganaouenn all diwar-benn Mayarí zo brudet) e Proviñs Holguín, gwechall en Proviñs Oriente Cuba.
Alies e vez meneget lec'hanvioù e kanaouennoù Cuba, evel en Alto Songo[1] e 1952, pe Guantánamo, Cienfuegos Tiene Ya Su Guaguancó ha kant all.
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kanet e gresianeg gant Pantelis Thalassinos, er bladenn Compay Son con pasion, e-pad ma kan e spagnoleg ar strollad Grupo Compay Segundo.