Carlos Iañ Portugal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Carlos Iañ Portugal

Carlos Iañ Portugal ( Terreiro do Paço 1863–1908 Lisboa), pe Carlos Fernando Luís Maria Vítor Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis José Simão de Bragança Sabóia Bourbon Saxe-Coburgo-Gotha hervez e anv ofisiel, a oa eil diwezhañ roue Portugal.

Ganet e oa d'an 28 a viz Gwengolo 1863 e Terreiro do Paço, nepell diouzh Lisboa. Mab e oa d'ar roue Luís Iañ Portugal ha d'ar briñsez Maria Pia Savoia . Anvet e voe da roue goude marv e dad e 1889.

Muntret e voe d'ar c'hentañ a viz C'hwevrer 1908, war un dro gant e vab henañ a dlee ren war e lerc'h.