Manuel II Portugal
Eus Wikipedia
Manuel II Bragança, a voe roue Portugal e-pad daou vloaz, eus 1908 da 1910.
Mab yaouankañ Carlos Iañ Portugal e oa. He vamm e oa Amélie d'Orléans. Lazhet e voe e dad hag e vreur henañ gant ar Republikaned en ur gwalldaol ha gloazet e voe Manuel ivez, hag eñ 19 vloaz.
D'ar 4 a viz Here 1910 e rankas tec'hel da Gibraltar, a oa d'ar Saozon. Aleshont ez eas da chom da Vro-Saoz ma skrivas diwar-benn lennegezh Portugal.
