Carlo Emanuele III Savoia
- Ur pennad Carlo Emanuele zo.
Carlo Emanuele III ganet e Torino e 1701, ha marvet eno e 1773, a voe roue Sardigna, dug Savoia ha priñs Piemonte adal 1730 betek 1773. Mab e oa da Vittorio Amadeo II hag Anne-Marie d'Orléans.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil mab e dud e oa. Pennhêr e dad e teuas da vout goude marv e vreur henañ e 1715 (bloavezh marv ar roue gall Loeiz XIV). Ret e voe dezhañ gortoz e 29 bloaz avat evit mont da roue en 1730, pa zilezas e dad ar galloud. Klask a reas e dad adkemer ar galloud ha Carlo Emanuele d'e gas en harlu da gastell Moncalieri. Bec'h en doe gant an Iliz katolik rak berzet en devoa belegiñ gwazed hep e aotre, ha teurel a reas e grabanoù war madoù ar pab en e rouantelezh.
En 1733 da vare brezel Hêrezh pologn ez eas a-du gant Bro-C'hall ha Spagn a oa o klask gwanaat Aostria. Hag eñ da gas ar gevredidi da aloubiñ dugelezh Milano, da gemer Pavia, ha da drec'hiñ an arme aostrian e Guastalla. Pa voe sinet feur-emglev Vienna (1738) e tapas un toullad douaroù diwar-goust an Impalaeriezh Santel, en o zouez Tortone ha Novare. Ouzhpenn-se -se e oa bet roet dezhañ ur briñsez da zimeziñ : Élisabeth-Thérèse de Lorraine, c'hoar-gaer da Maria Teresia, an hini a oa pennhêrez an impalaer santel Karl VI an Impalaeriezh Santel.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas Carlo Emanuele III ha teir gwech ec'h intañvas.
- E 1722 e timezas da Anna Christine Luise von Pfalz-Sulzbach (1704 - 1723), a varvas d'an 18 a viz Meurzh, da 21 bloaz, goude genel ur mab :
- Vittorio Amedeo (1723 - 1725).
- E 1724 ec'h addimezas da Polyxena von Hessen-Rotenburg-Rheinfels (1706 - 1735), keniterv d'e bried kentañ, ha c'hwec'h bugel o doe:
- Vittorio Amedeo III (1726 - 1796), dug Savoia, adal 1773 roue Sardigna;
- Eleonora di Savoia, (1728 - 1781);
- Maria Luisa di Savoia, (1729 - 1767);
- Maria Felicita di Savoia, (1730 - 1801);
- Emanuele Filiberto di Savoia, dug Aosta (1731 - 1735);
- Carlo Francesco Romualdo di Savoia, (1733 - 1733).
Mervel a reas Polyxena da 29 bloaz.
- E 1737, da drede pried e kemeras [[Elisabeth-Thérèse de Lorraine (1711 - 1741), c'hoar d'an Impalaer santel Frañsez Iañ, ha tri mab o doe:
- Carlo Francesco di Savoia (1 Kerzu 1738 - 25 Meurzh 1745), dug Aosta;
- Maria Vittoria Margherita di Savoia ( 1740 - 1742);
- Benedetto Maria Maurizio di Savoia (21 Mezheven 1741 - 4 Genver 1808), dug Chiablese (1741-1796) ha markiz Ivrea (1796 - 1808), a zimezas d'e nizez Maria Anna di Savoia (1757-1824), merc'h da Vittorio Amedeo III, divugel.