Vittorio Amadeo II

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Vittorio Amadeo II

Vittorio Amedeo II (en italianeg Vittorio Amadeo II Francesco di Savoia), ganet e Torino e 1666 ha marvet e Moncalieri e 1732, a oa dug Savoia, markiz Saluzzo ha markiz ar Monferrato, priñs Piemonte ha kont Aosta, Moriana ha Nizza adal 1675 betek 1720. Ouzhpenn-se e voe roue Sikilia adal 1713 betek 1720, pa deuas da vout roue Sardegna. Lesanvet e oa la Volpe Savoiarda ( al louarn savoiat). Eñ eo kentañ roue tiegezh Savoia. A-raozañ e oa sujet politikerezh Piemonte da rouantelezhioù Gall pe Spagn, gantañ e voe savet banniel an dizalc'hted, evel da goulz seziz Torino e 1706.