Carino Pietro da Balsamo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Muntr al lean Sant Pêr Verona, gant Domenichino.

Carino Pietro da Balsamo (marvet e 1293), a vez graet Sant Acerinus anezhañ a-wechoù, a oa muntrer Sant Pêr Verona haga savas keuz dezhañ goude, ma teuas da vout breur dominikan. Lakaet eo da wenvidig gant an Iliz Katolik.

Hervez ar vojenn e oa un den kriz, eus Cinisello Balsamo, a oa bet goulennet outañ gant Katared Milano lazhañ Pêr a oa un Inkizitour. D'ar 6 a viz Ebrel 1252 e c'hoarvezas ar muntr, p'edo Pêr o vont eus Como da Vilano.

Lennadurezh[kemmañ]

  • (en) Donald S. Prudlo, The Assassin-Saint: The Life and Cult of Carino of Balsamo, The Catholic Historical Review - Volume 94, Number 1, January 2008, pp. 1-21.