Burgh by Sands
Neuz
Burgh by Sands (distaget ˈbrʌf) zo ur gêriadenn eus Bro-Saoz, e Cumbria, e genoù ar stêr Eden.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Moger Hadrian a dremene dre eno gwechall, hag ur c'hreñvlec'h roman a oa, anvet Aballava. Tostaet eo bet an anv-se d'an anv Avalon, a gaver e mojenn Arzhur[1].
Marvet e oa Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz, e Burgh by Sands d'ar 7 a viz Gouere 1307, pa oa e penn e arme o vont da Vro-Skos.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rudge Cup & patera Amiens : ABALLAVA
- RIB 883 : un aoter bet dizoloet e 1886, hag a gomz eus un ofiser bet dilec'hiet (war dro 241-42 pe 244-49) : IN C(U)NEUM FRISIORUM ABALLAVENSIUM
- Dizanv Ravenna, 10729 : AVALAVA
- Notitia Dignitatum XL47 : Praefectus numeri Maurorum Aurelianorum ABALLAVA / Prefed strollad Maored Aorelian.
- Burch, c. 1180
- Burg en le Sandes, 1192 (kastell roman war an aod)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
- Ordnance Survey : Hadrian's Wall. Two inches tio One mile. Southampton. 1972
- A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
- Charles Daniels : Walls in the North. in Roman Britain. Historical Times Inc. 1979-1983.
- A.D. Mills : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991 ... 2003
- Patrick Galliou : Le Mur d'Hadrien. Ultime frontière de l'empire romain. Editions Armeline. 2001