Buddy Longway

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Buddy Longway zo un heuliad albomoù bannoù treset gallek troet e meur a yezh. Ar senario, an tresadennoù hag al livioù a veze graet gant Derib betek embann albom fin an istor e 2006.

Sinopsis[kemmañ]

Buddy Longway (ganet ~1840, marv ~1890) zo un traper gwenn a zo o chom er Far West e-pad eil lodenn an XIXvet kantved. Mab gwastadourion iwerzhonat eo. E-pad e vuhez e zesk anavezout an Indianed. Dimeziñ a ra zoken gant un Amerindianez Sioux anvet Chinook ha sevel a ra ur familh ganti. Daou vugel o deus : Jeremy ha Kathleen.

Un haroz diseurt eo Buddy Longway e bed ar bannoù-treset rak kozhañ a ra ha parfetaat a ra hed-ha-hed e avanturioù.

Temoù an istor[kemmañ]

Ar sevenadur indian, an hironiñ, tremen an oadoù (an oad krenn), ar c'heñver diouzh an natur.

Prizioù[kemmañ]

Evit an heuliad-mañ e teue a-benn Derib da gaout priz bras Sant Mickael e 1974, priz Feniks e 1975 hag ar priz Alfred e 1978 evit ar gwellañ heuliad estren hag, erfin, e 1979 eo deut ar maout gantañ et c'henstrivadeg tribloaziek aozet gant kêr vMons e Beljia.

Albomoù[kemmañ]

e galleg[kemmañ]

Embannet e vez gant Le Lombard.

  • Les Amis de Buddy Longway (04/1983)
  • Tome 1 : Chinook (09/1974)
  • Tome 2 : L'Ennemi (01/1975)
  • Tome 3 : Trois hommes sont passés (01/1976)
  • Tome 4 : Seul... (01/1977)
  • Tome 5 : Le Secret (10/1977]])
  • Tome 6 : L'Orignal (03/1978)
  • Tome 7 : L'Hiver des chevaux (08/1978)
  • Tome 8 : L'Eau de feu (10/1979)
  • Tome 9 : Premières chasses (01/1980)
  • Tome 10 : Le Démon blanc (01/1981)
  • Tome 11 : La Vengeance (10/1982)
  • Tome 12 : Capitaine Ryan (01/1983)
  • Tome 13 : Le Vent sauvage (11/1984)
  • Tome 14 : La Robe noire (11/1985)
  • Tome 15 : Hooka-Hey (11/1986)
  • Tome 16 : Le Dernier Rendez-vous (11/1987)
  • Tome 17 : Regarde au-dessus des nuages (06/2002)
  • Tome 18 : La Balle perdue (06/2003)
  • Tome 19 : Révolte (11/2004)
  • Tome 20 : La Source (05/2006)

e brezhoneg[kemmañ]

Embannet eo bet gant Keit Vimp Bev.

  • Levrenn 1 : Chinook
  • Levrenn 2 : An Enebour
  • Levrenn 3 : Tri den a zo paseet
  • Levrenn 4 : Ma unanik...
  • Levrenn 5 : Ar Sekred
  • Levrenn 6 : An Orignal
  • Levrenn 7 : Goañv ar c'hezeg
  • Levrenn 8 : An Dour tan
  • Levrenn 9 : An abadennoù chaseal kentañ pe Kentañ abadennoù chase
  • Levrenn 10 : An Diaoul gwenn

Liammoù diavaez[kemmañ]