Derib

Eus Wikipedia

Derib, Claude de Ribaupierre e anv gwir, zo ur senarioour ha treser bannoù-treset eus Suis. Ganet e oa d'an 8 a viz Eost 1944 e La Tour-de-Peilz e Suis. Tad Yakari ha Buddy Longway an hini eo.

E remzad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da zek vloaz en deus graet Derib vihan e soñj ober e vuhez deus ar bannoù-treset. Ar suisad yaouank a grog da dresañ e-giz den a vicher da 19 vloaz, e kêr Vrusel. Deskiñ a ra an navvet arz gant Peyo ha kemer a ra perzh er Schtroumpfed. Tresañ a ra un tammig a bep seurt e-barzh ar c'helaouennoù Spirou, le Journal de Tintin ha Pilote. En em varekaat a ra bemdez war ar c'hontañ hag an tresañ. Dont a ra da vezañ mignon gant Franquin (Gaston Lagaffe, Spirou), Jijé (Jerry Spring), Roba (Boulig ha Billig) ha Bob de Moor.

Krouiñ a ra tudenn Yakari pa e 22 vloaz. E 1969 e teu war well Ar penn-youd Pythagore, an dug braz barrek e matematik. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e grou Les Ahlalaaas, tudennoù bihan blevek ha ribardellus. Ur grouidigezh all n'eo ket bet disonjet eo ivez Atila, ar c'hi a gaoz.

E 1971 e ya da labourat gant ar gazetenn Tintin. Tresañ a ra da gentañ an heuliad "Go West" araok degouezhout en e bar gant istorioù Buddy Longway. E c'hout evit an tresañ, ar western hag ar c'hezeg en deus roet tro dezhañ d'ober eus an oberenn-mañ unan eus ar re wellañ e touesk ar bannoù treset holl vrudet.

E 1981 e labour war ur saga hir ha realist Celui qui est né deux fois diwar-benn ar sevenadur indian. Krouiñ a ra e 1988 an heuliad Red Road. Embann a ra e 1991 Jo, un oberenn bennañ a 80 pajenn evit kizidikaat ar re yaouank gant ar SIDA.

An temoù kavet en e albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwrac'h eo gant an Amerindianed. Kavet e vez an tem-mañ en e oberenn : Yakari, Buddy Longway, "Celui qui est né deux fois" ha "Red Road".

Krouiñ a ra ivez bannoù-treset evit ar yaouankiz a anavez diazamantoù : Jo diwar-benn ar SIDA, No limits diwar-benn feulster ar re yaouank ha Pour toi Sandra diwar-benn ar gistierezh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les Ahlalaaas
  • Arnaud de Casteloup
  • Attila
  • Les Aventures de Pythagore et cie (3 tamm embannet)
  • Buddy Longway
  • Celui qui est né deux fois
  • Go West
  • L'Homme qui croyait à la Californie
  • Jacky et Célestin
  • Jo
  • No limits
  • Poulain mon ami
  • Pour toi Sandra
  • Red Road
  • Yakari

Oberennoù diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]