Brian Cowen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brian Cowen.jpg

Brian Cowen (pe Brian Ó Comhain en iwerzhoneg) zo ur politikour eus Iwerzhon zo bet ganet d'an 10 a viz Genver 1960. Deuet e oa da vezañ Taoiseach (kentañ ministr) Iwerzhon d'ar 7 a viz Mae 2008.

Ganet eo bet e Tulach Mhór e kontelezh Uíbh Fhailí. E dad, a oa o terc'hel un davarn e Clóirtheach, e kontelezh Uíbh Fhailí, a oa politikour ivez. War e lerc'h e voe dilennet Brian Cowen, da guzul ar gontelezh ha d'an Dáil (parlamant Iwerzhon), pa ne oa nemet 24 bloaz.

E 1992 e teuas da vezañ ministr al Labour e gouarnamant Albert Reynolds ; ha meur a wech da c'houde e voe ministr adarre. Tánaiste (da lavaret eo "bes-kentañ ministr") e oa deuet da vezañ e miz Mezheven 2007.

E 2008, pa oa bet roet e zilez gant an Taoiseach Bertie Ahern, e voe dilennet Brian Cowen da gemer e lerc'h.

En e raok:
Bertie Ahern
Taoiseach (Kentañ ministr) Iwerzhon
Mae 2008Meurzh 2011
War e lerc'h:
Enda Kenny