Brezel ar Farrapos

Eus Wikipedia
Brezel ar Farrapos
brezel diabarzh
Rann eusrebellions during the Regency Period in Brazil Kemmañ
Lec'hSul Kemmañ
Deiziad20 Gwe 1835 Kemmañ
Deiziad kregiñ20 Gwe 1835 Kemmañ
Deiziad echuiñ1 Meu 1845 Kemmañ
PerzhiadImpalaeriezh Brazil, Republik Riograndense Kemmañ


Brezel ar Farrapos (pe Guerra dos Farrapos, pe Revolução Farroupilha e portugaleg) a oa un emsavadeg republikan e 1835 a c'hoarvezas e kreisteiz Brazil (Rio Grande do Sul ha Santa Catarina). E penn arme an emsavidi e oa ar jeneraled Bento Gonçalves da Silva, Antônio de Sousa Neto, ha Giuseppe Garibaldi. Faezhet e voent gant Impalaeriezh Brazil e 1845.

Abalamour d'ar brezel e voe kurunet Pedro II buan-ha-buan, goude ma ne oa nemet 15 vloaz, kontrol da Vonreizh Brazil. War-lerc'h brezel Cabanagem eo an eil brezel gwadusañ e Brazil.

Ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e savas brezel abalamour d'an disheñvel ma oa ekonomiezh Rio Grande do Sul diouzh hini ar peurrest eus ar vro. Pa veve ar proviñsoù all diwar o gwerzhioù d'an estrenvro, e oa harpet ekonomiezh ar stad war an eskemmoù diabarzh. Ar charque (kig bevin sec'het ha sall ) ne gave ket sav e-kichen charque prenet digant Uruguay pe Arc'hantina, o devoa digor war marc'had Brazil e-keit ma veze taosoù war boued ar gauchos (evel ma reer eus tud stad Rio Grande do Sul) e diabarzh Brazil.

E 1835 e voe anvet Antônio Rodrigues Fernandes Braga da brezidant Rio Grande do Sul, ma voe plijet ar saverien-chatal a-du gant ar frankizouriezh da gentañ. Met buan e voe cheñchet penn d'ar vazh. En deiz kentañ e tamallas d'ar saverien-chatal bout disrannourien.
D'an 20 a viz Gwengolo 1835 e voe kemeret Porto Alegre, kêrbenn ar stad, gant ar jeneral Bento Gonçalves. Neuze e krogas un emsavadeg a-enep gouarnamant ar stad. Prezidant ar stad a dec'has da gêr Rio Grande, 200 km er c'hreisteiz.

En Porto Alegre e voe dilennet Marciano Pereira Ribeiro da brezidant gant an emsavidi, ar farrapos .


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]