Brezel hêrezh Jülich
Brezel-hêrezh Jülich pe Brezel Jülich-Kleve a oa ur brezel hag a grogas e 1609 hag a echuas e 1614 pa voe sinet Feur-emglev Xanten.
Degouezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas Johann Wilhelm hag eñ kont Jülich, Kleve ha Berg d'ar 25 a viz Meurzh 1609 ne oa tamm hêr gwirion ebet da gemer e lec'h. Daou zen, Wolfgang Wilhelm hag eñ dug Neuburg hag an Dilenner Johann Sigismund Brandenburg a fellas dezho bezañ perc'henn war an dugelezh. Herri IV ha kannaded ar Proviñsoù-Unanet o doa aon e tapfe an Impalaer Rudolf II tron an dugelezh. E gwirionez en doa soñjet Rudolf II ouzhpennañ tiriadoù d'ar re a oa perc'hennet gant ar re Habsburg en Izelvroioù. Met a-benn ar fin ez eas armeoù an Impalaeriezh santel roman german da aloubiñ kastell-kreñv Jülich.
Emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn ar fin e savas a-du Rudolf II gant Tiegezh Wettin (Dug Saks) hag a felle dezho perc'henniñ Jülich-Kleve-Berg. Ar re Wettin a zilezas an afer a-benn ar fin. War washaat ez eas an traoù pa'z embannas an dug Johann Wilhelm hag an Dilenner Johann Sigismund e felle dezho perc'henniñ an tiriadoù. Herri IV a ginnigas e vije rannet an douaroù etre Dug Neuburg hag an Dilenner. Kont Hesse a ginnigas e vije kenrenet Jülich-Kleve-Berg gant an daou roue. Asantet e voe ganto, ha degemer a rejont ivez ma vefe dalc'het d'ar frankiz relijiel evel ma oa bet embannet en akta Dortmund d'an 10 a viz Even 1609. Pa oa aloubet kastell-kreñv Jülich gant arme an impalaer Rudolf e voe sezizet gant armeoù ar Proviñsoù-Unanet, re Brandeburg ha re Pfalz. Seziz ar c'hastell-kreñv a badas eus an 28 a viz Gouere 1610 betek an 2 a viz Gwengolo 1610, p'en em zaskoras arme an impalaer ha pa'z eas kuit eus ar c'hastell.
Disoc'hoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an emgann e voe nac'het akta Dortmund gant ar re e penn kêrioù Kleve, Mark, Jülich, Berg ha Ravensberg peogwir e oa bet savet an emglev hep kaout asant dileuridi ar pemp kêr-se. Ouzhpenn da se e kavent gwelloc'h e vije ur priñs e-lec'h kaout daou anezho. A-benn ar fin ez eo Feur-emglev Xanten a gemeras plas akta Dortmund.
Heuliad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel-hêrezh Jülich a zo unan eus an darvoudoù kent da Vrezel Tregont Vloaz.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An darvoudoù kontet gant Voltaire er Wikimammenn
- WHKMLA - The Conflict over Jülich Succession, 1609-1614
- http://www.lwl.org/westfaelische-geschichte/portal/Internet/ku.php?tab=que&ID=1215 testenn alamanek akta Dortmund (1609)e lec'hienn Portal Westfälische Geschichte, LWL