Brancaster

Eus Wikipedia

Brancaster zo ur gêriadenn e Bro-Saoz, war aod hanternoz kontelezh Norfolk, hag aod kreisteiz The Wash, ur 35 km er gevred da King's Lynn. E 2001 e oa bet kontet 897 a dud o chom enni.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lec'h annezet eo abaoe an Henamzer : ur c'hreñvlec'h roman anvet Branodunum a voe savet eno en IIIe kantved da evezhiañ The Wash da ziwall diouzh ar Saksoned, evel ar c'hreñvlec'hioù all a-hed al Litus Saxonicum (aod ar Saksoned).

Kartenn eus kreñvlec'hioù al Litus Saxonicum, tennet eus Mare clausum seu de dominio maris gant John Selden (1584-1654)

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ND XXVIII6 (tresadenn) : BRANODUNO, BRANADUNO; XXVIII16 (titouroù) : Praepositum equitum Dalmatorum Branodunensium (Branodun), BRANODUNO, BRANADUNO.

Talvoudegezh : *bran(n)o = bran + *dub(os) = liv du, pe *dun-um = kreñvlec'h ?

  • Bramcestria c. 960; Broncestra 1086 DB; Roman station at Branodunum (probably crow fort) (cf. A.D Mills)

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
  • A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  • A.D. Mills : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991 ... 2003