Borso d'Este

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Borso d'Este

Borso d'Este (1413 - 20 a viz Eost 1471) a voe kentañ dug Ferrara, adalek 1450 betek e varv. Unan eus an Estensi e oa, da lavarout eo eus an Tiegezh d'Este.

E vuhez[kemmañ]

Mab bastard e oa da Nikolaz III d'Este, markiz Ferrara, Modena ha Reggio Emilia, ha d'e serc'h Stella de' Tolomei.

Markiz e voe war-lerc'h e vreur Leonello d'Este, d'an 1 a viz Here 1450.

D'an 18 a viz Mae 1452, e voe roet dezhañ, a berzh an impalaer Frederig III, an titl a zug en e zouaroù. D'an 12 a viz Ebrel 1471, e voe savet da zug Ferrara gant ar pab Paol II en Iliz Sant Pêr Roma.



En e raok 
Leonello d'Este

Markiz Ferrara

Dug Modena ha Reggio

Markiz Ferrara

1450-1452

Dug Ferrara 1452-1471

War e lerc'h
Ercole Iañ d'Este