Dugelezh Ferrara

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Dugelezh Ferrara
1264 – 1597
Location of Ferrara
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Italianeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet 1264
 - Aet da get 1597
Ardamezioù an Tiegezh Este

Dugelezh Ferrara (1471-1598), a oa ur stad emren en hanternoz Italia, dre vras en Emilia-Romagna a vremañ.

Istor[kemmañ]

Ducatus Ferrariae e deroù ar Grennamzer[kemmañ]

Kentañ meneg a gaver eus an Ducatus Ferrariae zo en 755 en amzer ar roue lombard Dider, hag e oa un darn eus douaroù an Iliz .

Gant ar pab e voe roet d'ar markiz Tedald Canossa, en 984, an dugelezh evitañ hag e ziskennidi, goude paeañ. Dont a reas diwezh an Tiegezh Canossa en 1115, pa varvas ar gontez Matilda Toskana, pe Matilda Canossa, tra ma oa Ferrara o tont da vezañ ur gumun war-lerc'h bout un dugelezh.

Eus kumun Ferrara da signoria an Tiegezh Este[kemmañ]

Kumun dieub e chomas Ferrara e-pad tost da 100 vloaz.

Krouet (pe adkrouet) e voe an dugelezh pa yeas Obizzo II d'Este da unpenn Ferrara e 1264. Embannet e voe unpenn Modena e 1288 ha Reggio e 1289. E 1452 ez eas ar familh d'Este da zuk Reggio ha Modena ha Ferrara a yeas d'un dugelezh e 1471. Pa varvas Alfonso II d'Este hep hêr ebet e 1597 e tremenas ar gêr da Stadoù ar Pab. Mirout a reas an Tiegezh d'Este Reggio ha Modena betek 1796.


Ferrara o vont da zugelezh[kemmañ]

E 1471 eo e teuas ar markiz Borso d'Este (a oa dug e Modena ha Reggio abaoe 1452) a-benn da gaout an aotre digant ar pab Paol II da zougen ar gurunenn a zug e Ferrara, un tamm a-raok mervel.

Dugelezh Ferrara[kemmañ]

Pennad kar[kemmañ]