Beyoncé Knowles
| Beyoncé | |
|
Beyoncé e 2008
|
|
|
|
|
| Alias | Beyoncé Sasha Fierce |
|---|---|
| Anv | Beyoncé Giselle Knowles |
| Ganet | 4 a viz Gwengolo 1981 Houston, Texas, SUA |
| Micher(ioù) | Sonaozourez Kanerez Produerez pladennoù Aktourez Dañsourez |
| Doare(où) | R'n'B, soul, pop, hip-hop, funk |
| Label(ioù) | Columbia Records |
| Lec'hienn ofisiel | www.beyonceonline.com |
|
|
|
| Endro | Jay-Z Solange Knowles Suga Mama Kanye West Lady Gaga Matthew Knowles Kelly Rowland Michelle Williams |
| kemmañ |
|
Beyoncé, pe Beyoncé Giselle Knowles, zo ur sonaozourez-kanerez amerikan, ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1981 e Houston (Texas). Dimezet eo gant Jay-Z, ur raper.
Buhezskrid [kemmañ]
Mathew Knowles, tad Beyoncé, zo un aozer muzik a-vicher ha Tina Knowles, he mamm, zo un aozerez dilhad hag ur berukennerez. Ur c'hoar anvet Solange he deus Beyoncé.
Krouet he doa ur strollad anvet Destiny's Child e fin ar bloavezhioù 1990 a-raok dont da vezañ kanerez dindan hec'h anv dezhi. Ar ganaouenn he doa graet ar berzh brasañ eo Say My Name, he doa roet lañs d'ar strollad, unan e-touez ar strolladoù merc'hed o deus gwerzhet ar muiañ a bladennoù int.
Graet he deus pevar album solo: Dangerously in love (2003) ; B'Day ( 2006) ; I am … Sasha Fierce ( 2008); 4 (2011) (Sasha Fierce eo anv an dudenn krouet gant Beyoncé pa vez war ar leurenn).