Bethesda Game Studios zo un embregerezh seveniñ kement hag ur studio c'hoarioù videostadunanat. Ar studio a zo perc'hennet gant ZeniMax Media diazezet en Rockville, Maryland. An embregerezh a zo bet savet e 2001 evel ul lodenn sevel ha diorenn c'hoarioù video eus Bethesda Softworks. Bethesda Softworks a oa deuet da vezañ neuze un embregerezh embann c'hoarioù video nemetken. Ar studio a zo renet gant Todd Howard evel produer penn hag Ashley Cheng evel renerezh ar studio hag ar sevel c'hoarioù. Bethesda Game Studios a zo rannet e teir skourr pep hini anezho o vezañ ur studio: unan e Montreal, ha daou en Texas. Ur 400 implijiad a zo en holl e miz Gouhere 2018.