Benazir Bhutto

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Benazir Bhutto e 2004

Benazir Bhutto (ourdoueg: بینظیر بھٹو, LFE: [bɛnɜziɽ botɔ]; sindeg:بینظیر ڀُٽو ) a oa ur bolitikourez bet ganet e Karachi e Pakistan d'an 21 a viz Mezheven 1953. Drouklazhet eo bet d'an 27 a viz Kerzu 2007. Merc'h e oa da Zulfikar Alî Bhutto.

He buhez[kemmañ]

He raganv a dalv "hep he far".

Studioù he doa graet en Oxford a-raok distreiñ da Bakistan e 1977, un nebeudig a-raok ma vefe roet lamm d'he zad gant ar jeneral Zia ul-Haq. En harlu e oa bet a-raok distreiñ en-dro e 1986.

D'ar 17 a viz Eost 1988 ez eas Zia ul-Haq d'an anaon hag e miz Du ez eas ar maout gant ar strollad sokialour, bet krouet gant tad B.Bhutto. D'ar 1añ a viz Kerzu 1988 e voe ar vaouez kentañ e penn ur vro vuzulman.

Gant ar prezidant Ghulam Ishaq Khan e voe tennet ar galloud diganti e miz Eost 1990 evit bezañ bogodet arc'hant.

E 1993 e voe anvet e penn ar vro adarre avat, met e miz Du 1996 e kollas an dilennadegoù.

Mont a reas en harlu adarre e 1998 e Dubai evit sevel eus ar justis. Mont a reas en dro da Bakistan d'an 18 a viz Here 2007 goude distaoler dezhi graet gant prezidant Pervez Musharraf hag emglev etrezo diwar-benn ingaliñ ar galloud war-lerc'h dilennadegoù e Genver 2008.

Drouklazh[kemmañ]

Drouklazhet eo bet d'an 27 a viz Kerzu 2007 e-pad un droiad eus ar Strollad Pobl Pakistan e Rawalpindi evit an dilennadegoù. War he lerc'h e voe lakaet he mab, Bilawal Bhutto-Zardari e penn ar strollad.

Liamm diavaez[kemmañ]

  • He lec'hienn ofisiel: [1]

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.