Beg ar Spagnoled
Eus Wikipedia
Beg ar Spagnoled a zo ur beg-douar e Gourenez Kraozon, e kumun Roskañvel. Etre Beg ar Spagnoled ha Beg ar Porzhig emañ Mulgul Brest.
E 1594 e tilestras ar Spagnoled eno hag emgannoù kalet a voe etre armeoù Spagn ha Bro-C'hall. Alese e teu an anv Beg ar Spagnoled.
Kartenn eus Gourenez Kraozon, gant beg ar Spagnoled o serriñ Morlenn Brest.