Beardyman

Eus Wikipedia
Beardyman
Beardyman e Camp Bestival - d'an 20 a viz Gouere 2008

Anv Darren Foreman
Ganet 14 a viz Mae 1982
Stanmore, Londrez, Rouantelezh-Unanet
Lec'hienn ofisiel www.beardyman.co.uk

Darren Foreman (ganet d’ar 14 a viz Mae 1982 e Stanmore e Norzh Londrez) a zo ur sonaozer saoz brudet evit e varregezh war ar beatbox hag e implij war ar prim eus an deknologiezh looping. Beardyman eo e anv arzour.

“Beardyman" ha stumm e donioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lesanv "Beardyman" a voe roet dezhañ abalamour ma oa ranket kavout un anv buan da embann prim flyeroù evit ur sonadeg pa oa ur pezh mell barv gantañ d’ar c’houlz un tammig ‘vel hini Gandalf er filmoù. Levezonet gant MC Xander da implij teknologiezh ar sonerezh ‘vel ar Korg Kaoss Pad 3 (un doare nevez war a seblant evit an dud ragamzeriet) a-benn liamman ar sonioù o tont eus kreizenn kreiz e c’hof dezan hag o c’hoari gant e genoù da beur glogorenniñ ar sonioù‚ 'vel ma gar dezan dres diouzh e imor. Gant an doare war ar prim man e teu brav krouin, produin ra leun a oberennou giz un DJ klok, savet diwar e venveg ar genoù ar ar mekanikoù sanket war an daol. Gwir eo ec’h implij a-wechoù sonioù rakprientet, fival a ra boutoniou vel un dj hag e verzer diouzhtu kemmoù ar son. Ken ledanaet emañ e sonerezh ma vez kavet sonioù a denn d’an drum and bass, d'an dubstep, d'ar breakbeat, d'an trance, d'an tekno ha d'ur bern stummoù sonerezh liammet d’ar sonerezh elektronek dance. Liammañ ra ivez reggae ha country music alies d’ober ur pezh-mell show gant ar pal lakaat kalon ar publik da dridal met ivez da c’hoarzhin leizh e c'hof, fent zo gantan. Implij a ra un nebeut software da gemm e mouezh pe da liamman leizh a efedoù son evel gorekadurioù, daleoù, heklevioù, pe efedoù variadur hag ur bern efedoù diaes da zisplegan ken iskis e vezont. Gwisket eo gant un ticheurt alies, ur barvig en deus er mare-mañ, ur bragoù ledan en ur c'horf treut a-walc'h, tremmen a ra an darn vrasañ eus e amzer da grouin sonerezh en e graou setu ket kalz a amzer d'en em vagan. Ur vuhez ragamzeriet pe raksoñjet Ganet en ur familh yuzev e norzh Londrez, bet eo bet e studial e skol-veur Sussex. Da dri vloaz en devoa kroget ober ar furlukin gant e vamm gozh pad an hañv, he a selle ouzh un heuliad Police Academy, hag eñ o varmouzañ mouezh Michael Winslow. En ur sellet ouzh obererezhioù Rahzel e soñjas dezan e oa posupl aozañ sonadegoù en ur vont pelloc’h, dreist d’ar sonadeg ordinal, posupl eo ober sonerezh en ur genliammañ anezhi ouzh treuzkas fent e-leizh d’ar publik. Ur seurt marmouzer ar sonerezh ez eo, implij anezhi d'ober e dammig soubenn en ur lakaat an dud da c'hoarzhin, ur sapre hudourig brell a-benn ar fin.

Kampionad ar Beatbox ha medalennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2006 e c’hounezas Beardyman ur genstrivadeg e kampionad ar RU war ar Beatbox. Re grin eo deuet da vezan er bloaz da c’houde ma zeo bet roet dezhañ medalenn ar son hag hini an distrujer son, en ur reiñ dezhañ eo bet lavaret e oa ken brav ha soutil ar son ma teue a benn da lakaat ar sonerezh vil da vezan kinklet brav. D’an taol kentañ voe kampion, pell dirak ar reoù all hag roet dezan gant enor ar juri priz meur ar c’henstrivadeg an ditl a ezel ar juri evit ar bloavezh 2008. Kenlabourat a ra gant ur bern sonaozerien all, enrollet en deus gant MC Klumzy Tung‚ evel MC/ Gobfathers.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]