Bart De Wever

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bart de Wever e 2008

Bart Albert Liliane de Wever (ganet e Mortsel d'ar 21 a viz Kerzu 1970) a zo ur politikour a Flandrez hag abaoe 2004 eo kadoriad an N-VA, ur strollad hag a stourm evit Flandrez dizalc'h e-barzh Europa unanet. Kannad e Parlamant Flandrez eo ivez abaoe 2004. Pouezus e voe e levezon evit savidigezh gouarnamant Belgia e 2007, ha trec'h e voe e strollad e dilennadegoù kevredadel Belgia e 2010. E miz Here 2012 eo bet dilennet da vaer Antwerpen.