Barbora Cellská

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sigismond ha Barbora e Sened-Iliz Konstanz (Kronikoù ar sened-iliz gant Ulrich Richental, war-dro 1456).

Barbora Cellská (en tchekeg) pe Barbara Celjska (en kroateg ha sloveneg) pe Cillei Borbála en hungareg, ganet war-dro 1390/1395 ha marvet en 1451, a oa ur briñsez sloven, a oa rouanez Bohemia ha Hungaria hag Impalaerez Santel. Lesanvet e voe « Messalina Alamagn ».

He buhez[kemmañ]

Barbora Cellská
Barbora Cellská

Merc'h e oa d'ar c'hont Herman II Celje, eus Celje, e Slovenia hiziv, ha da Anna Schaunberg.

En 1408 e timezas da Sigismund Luksembourg a oa bet dilennet da roue Hungaria abalamour ma oa dimezet da Vari Hungaria, e bried kentañ. Pa intañvas ar roue e timezas da Varbora ha gant skoazell e dad-kaer e voe trec'h d'e enebourien kroat ha bosniak.

Ur verc'h o doe, Elesbed Bohemia (1409–1442), ha setu-hi pennhêrez. Dimeziñ a eure da Albert II an Impalaeriezh Santel, arc'hdug Aostria.

Peurvuiañ e chome Barbara e Hungaria tra ma veze he fried oc'h ober war-dro e rouantelezhioù all. Gant se e renas e Hungaria e 1412, 1414, 1416 ha 1418. Kurunennet e voe evel rouanez Hungaria en 1408, rouanez Alamagn en 1414, Impalaerez Santel e 1433 ha rouanez Bohemia en 1433.

Barbara a glaskas, gant he breur hag he niz, ober da uhelidi Bohemia reiñ kurunenn Bohemia da Wladyslaw III Pologn pe Kasimir Pologn goude marv Sigismund kozh, e-lec'h d'he mab-kaer Albert Austria; en eskemm e timezje Wladyslaw dezhi. Pa voe klevet kement-se gant Sigismund e lakaas anezhi er vac'h e Bratislava e miz Kerzu 1437. Pa varvas Sigismund e voe dieubet Barbara , tennet he madoù diganti, ha harluet eus Hungaria.

Mont a reas da Bologn neuze, ha hervez Pagal Dlugošą e voe roet Sandomierz dezhi. E 1441 avat ez eas da v-Melnik, en Bohemia.


E fin he buhez e rae war-dro alkimiezh ha skiantoù kuzh. Mervel a reas gant ar vosenn.