Barbara Campanini

Eus Wikipedia
La Barberina gant Antoine Pesne
(war-dro1745)
Timbr e 1957
Timbr e 1983

Barbara Campanini, lesanvet la Barberina (a-wechoù La Barbarina), a oa ur gorollerez italian ganet e Parma d'ar 7 a viz Mezheven 1721 ha marvet e Barszów (Silezia Izel) d'ar 7 a viz Mezheven 1799[1].

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Parma eo e teskas koroll gant Fossano Rinaldi, ha koroll a reas e 1732 dirak Karl VI an Impalaeriezh Santel. En 1739 e oa 18 vloaz ha dañsal a reas e Pariz e-barzh Les Fêtes d'Hébé, c'hoarigan savet gant Rameau, pa oa ar c'horollerezed brudet Marie-Anne de Camargo ha Marie Sallé o vont kuit.

Goude ez eas da Londrez, makorollas e Covent Garden ha da Zulenn. Distro e oa e Pariz e 1743. Pedet e voe da vont da Verlin gant ar roue Frederig II. Eno e labouras eus 1744 da 1748. A-raok mont avat ez eas da Venezia gant he fried-kleiz Stuart de Mackenzie, ma rankas arroue c'hoari warni evit ma teuje d'e vro. Pa erruas e Berlin e voe roet ur renk uhel dezhi hag ur gopr bras. Hervez a voe kontet e voe serc'h d'ar roue, e-touez meur a hini all. A-benn ar fin e timezas da Carl Ludwig von Cocceji, mab da Samuel von Cocceji, e 1749, hag anvet e voe he gwaz da gannad. Kuitaat a reas al leurinier e 1749, hag ar Pantaloncina a gemeras he lec'h. Dizimeziñ a reas e 1788. E 1789 e voe anvet da gontez. Legadiñ a reas hec'h arc'hant d'un ensavadur evit merc'hed paour eus an noblañs, a badas betek ar Brezel-bed kentañ.

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredet eo bet gant Antoine Pesne ha Charles Van Loo.

Oberennoù diwar he fenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Un notenn zo diwar he fenn en embannadur envorennoù Casanova, 'Histoire de ma vie, Bouquins (1993, levrenn III, p. 1070) ma vije d'ar 7 a viz Mae .

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]