Banniel Ginea-Bissau

Eus Wikipedia
Banniel Ginea-Bissau

Banniel Ginea-Bissau eo banniel broadel Ginea-Bissau abaoe 1973.

Dont a ra eus banniel ar PAIGC, ar strollad a stourmas evit dieubidigezh ar vro, levezonet gant banniel Ghana. Adkavet e vez warnañ al livioù panafrikan : ruz (arouez ar gwad skuilhet evit an dieubidigezh), melen (arouez an aour) ha gwer (arouez an natur hag ar spi). E-kreiz ar vandenn ruz ez eus ur steredenn du pemp brank.