Bacco e Arianna

Eus Wikipedia
Bacco e Arianna (Bacchus hag Ariadne)
Tizian, 1520-1523
Eoullivadur war vezher
175 × 190 cm
National Gallery, e Londrez

Bacco e Arianna (titl italianek; pe Bacchus hag Ariadna e brezhoneg) zo un eoullivadur brasik (175 x 190 cm) graet etre 1520 ha 1523 gant al livour italian Tizian.

Emañ en National Gallery e Londrez. Sinet eo TICIANUS F. (Ticianus fecit, "Tizian a reas") en traoñ a-gleiz.

Istor an daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goulennet e oa bet ouzh Tizian livañ an oberenn-se gant Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara evit e g-Camerino d'Alabastro, ur gambr prevez en e balez, kinklet gant oberennoù arzel awenet gant mojennoù kozh Hellaz pe Roma, hag e-lec'h ma ne oa ket kalz a gristeniezh.

Paeet e oa bet Raffaello evit ober al labour da gentañ, a oa da vezañ Trec'h Bacchus. Pa varvas al livour e 1520 avat ne oa bet graet nemet ur raktresadenn gantañ, ha goulennet e voe digant Tizian kemer e lec'h.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ariadna a oa merc'h d'ar roue Minos eus Kreta. Dilezet e oa bet en enez Naxos gant he dousig Theseüs, a welomp e lestr o vonet kui. War an aod e kav Dionysos, pe Bacchus e latin, doue ar gwin, a lamm daveti eus e garr, sachet gant kizhier-kon, ha gantañ e lidambroug.

Krediñ a reer e oa loened heñvel e ti an dug, pa'z eo leoparded e oant e skrid ar barzh latin Catullus.

Bacchus a welomp e-kreiz e lamm da wareziñ Ariadna diouzh e loened. En oabl a-us da Ariadna ez eus ur gurunennad stered: ar steredeg Corona Borealis an hini eo, prometet gant Bacchus d'e serc'h nevez.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tietze H., Titian. Leben und Werk, Vienna, 1936
  • Wind E., Bellini's Feast of the Gods. A Study in Venetian Humanism, Cambridge, 1948
  • Walker J., Bellini and Titian at Ferrara, Londra, 1956
  • Erwin Panofsky, Problems in Titians, Londra, 1969
  • Hope C., The 'Camerini d'Alabastro' of Alfonso d'Este I in The Burlington Magazine, 820, 1971
  • Fehl P. The Worship of Bacchus and Venus in Bellini's and Titian's Bacchanals for Alfonso d'Este. in Studies in the History of Art, 6, 1974
  • Murutes H., Personifications of Laughter and Drunken Sleep in Titians Andrians in The Burlington magazine, 115
  • Lowinsky E. E., Music in Titian's Bacchanal of the Andrians: Origin and History of the Canon per Tonos in Titian, His World and His Legacy, New York, 1982
  • Emiliani A., La leggenda del collezionismo, in Ferrara, voci di una città, n. 3, 1995
  • Bomford D., Conservation of Paintings, National Gallery Company, Londra, 1997
  • Gentili A., Tiziano, Milano, 1998
  • Pedrocco F., Tiziano, Milano, 2000
  • Gibellini C., Tiziano, Milano, 2003
  • Mannini L., Prado, Madrid in I grandi musei del mondo, Roma, 2004

Livadurioù all e «camerino d'alabastro» an dug[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]