Avoir vingt ans dans les Aurès

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E miz Ebrel 1961, e savas René Vautier ar film « Avoir Vingt ans dans les Aurès », « Kaout ugent vloaz en Aorez ». Deuet eo er-maez e Frañs d'an 12 a viz Mae 1972. René Vautier en deus skrivet ar senario. Ar film-mañ a zo embannet gant « Unité de Production Cinématographique de Bretagne ». Ar film a bad 97 munutenn. Sonerezh ar film a zo bet graet gant Yves Branellec ha Pierre Tisserand. Paeroniet eo bet ar film-mañ gant TF1, ha TF1 en deus sikouret da sevel ar film. Bet en deus priz etrevroadel ar barnañ e « Festival De Cannes », gouel ar filmoù a vez bep bloaz e Cannes e kreisteiz Bro-C’hall.

Diverradenn[kemmañ]

An 21 a viz Ebrel 1961, e tegasas distruj ur c’homando eus arme Bro-C'hall en Aljeria, er Su da Nementchas e-lec'h e oa ur guzhiadenn louzoù a oa e dalc’h Aljerianed an Armée de Libération Nationale.

Ur soudard anvet Lomig a zo bet lazhet. Hag un Aljerian anvet Youssef a zo bet bac’het gant an arme c’hall. Robert, ur c’helenner, a zo bet gloazet en e droad e-pad an dagadenn. Da c’hortoz unan bennak d’e sikour, e soñj Robert er Vretoned peoc'helour n'o devoa ket c'hoant da lazhañ tud, met a oa rediet da vont d’ar brezel. Met bremañ e lazh an holl Vretoned tud, a breizh hag a jahin an Aljerianed vihan, nemet un den a nac'h lazhañ tud all hag a zo anvet Noël.

D'an 22 a viz Ebrel, Coco, a lâr d'an dud a oa gantañ ez eus bet ur putsch en Aljer gant jeneraled gall. Neuze e teu c’hoant d’ar letanant Perrin da gas e gomando da Alje, met harzet e voe outañ d’en ober evit ma ne vefe ket lazhet bernioù tud en Alje. Goude ar 25 a viz Ebrel e paouezas ar jeneral De Gaulle d'ober ar brezel e Aljer. Neuze e tistro Perrin d’ar c’hamp hag e lac’has Youssef...