Auguste Karoline von Braunschweig-Wolfenbüttel

Eus Wikipedia
Auguste Karoline von Braunschweig-Wolfenbüttel
Skoed Auguste Karoline
Poltred, gant ul livour dianav
Bez Auguste en iliz Kullamaa.

Auguste Karoline von Braunschweig-Wolfenbüttel (1764-1788) a oa ur briñsez alaman, eus dugelezh Braunschweig-Wolfenbüttel. Ganet e oa e Braunschweig, ha hi ar bugel henañ eus seizh bugel he zud, Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig-Wolfenbüttel hag Augusta Charlotte von Hannover. He mamm a oa c'hoar da George III, roue Breizh-Veur. He c'hoar Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel a zimezo d'o c'henderv George IV.

E miz Here 1780, da 15 vloaz, e timezas da Friedrich, niz da Karl II, dug Württemberg.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ eure e miz Here 1780 da Friedrich Iañ Württemberg a-raok na voe anvet da zug . Pevar bugel o doe:

dimezet e 1816 da Katharina Pawlowna (1788–1819)
dimezet e 1807 da Jérôme Bonaparte (1784–1860)
dimezet e 1805 sa Charlotte von Sachsen-Hildburghausen (1787–1847)

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e oa bet he fried da c'houarnour Finland. Eno e c'hanas he fevar bugel hag e varvas da 24 bloaz. Addimeziñ a reas Friedrich d'ar briñsez saoz Charlotte Augusta Matilda.