Astorre I Manfredi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Astorre Manfredi, pe Astorgio, (war-dro 1345 – 1405) a oa condottiero en Italia ar XIVvet kantved. Mab e oa da Giovanni Manfredi, a oa bet aotrou Faenza (en Emilia-Romagna a hiziv) ha perc'henn d'un toullad kastilli all en ardremez a-raok aloubadeg arme ar pab.

Taolenn

E vuhez [kemmañ]

Astorre a oa bet o chom ur pennad e Pistoia war-lerc'h d'e dad koll e zomani diwezhañ e Romagna; tri bloaz war-lerc'h marv e dad avat , e 1375, e teuas a-benn da adkemer Granarolo.


In 1377 ec'h adkemeras Faenza, a oa bet aloubet gant ar re Este, gant skoazell e vreur Francesco hag an Ordelaffi. Da gaout arc'hant da zerc'hel d'e zomani nevez e savas ur g-Compagnia di Ventura, ur vandennad goprsoudarded, anavezet evel Compagnia della Stella (Kompagnunezh ar Steredenn). Gopret e voe gant Barnabò Visconti da arsailhat kêr Genova, met pa voe paeet 13 000 florin gant an annezidi ez eas kuit. Pa zeuas en-dro da arsailhat kêr e oa gortozet e soudarded, ha darbet e voe da Astorre bezañ prizoniet.

Er c'heid amzer-se en doa klasket ar breur Francesco kemer ar galloud e Faenza. Bac'het e voe war urzh Astorre e kastell Solarolo. Diwezhatoc'h edo Astorre o vrezeliñ evit Bologna a-enep ar re Visconti. Ken plijet evoe tud Bologna gant e labour evito ma voe roet dezhañ ur palez en o c'hêr

En emgann Portomaggiore ( 16 a viz Ebrel 1395), e voe trec'h war Azzo d'Este , a voe dalc'het gantañ evel prizoniad e-pad bloaz. Bec'h a savas etrezañ ha Niccolò III d'Este, markiz Ferrara. Tapet e voe e vab Gian Galeazzo gant ar markiz, ha diwezhatoc'h e voe graet an eskemm gant Azzo.

E 1400 e voe brezel, abalamour da gastell Solarolo, etrezañ ha Giovanni I Bentivoglio, a oa vikel-vras e Bologna, hag en doa gopraet Alberico da Barbiano. E 1404 e voe adkemeret Faenza hag an douaroù tro-dro gant Stadoù ar Pab. Ur pennad c'hoazh e voe Astorre oc'h ober e gondottiero dindan banniel ar pab. Met a-benn ar fin e voe prizoniet war-zigarez e oa oc'h iriennañ da adkemer Faenza dre aozañ un emsavadeg a-enep d'ar pab .

Kondaonet e voe d'ar marv ha dibennet e leurgêr-kreiz Faenza d'an 28 a viz Du 1405.

Brud en doa ivez da vezañ un tamm barzh.

E vugale [kemmañ]

Intañv e oa abaoe tri bloaz pa varvas. Dimezet e oa bet da Lenta de Polenta, merc'h da Guiu de Polenta, aotrou Ravenna. Tad e oa da Giangaleazzo I Manfredi (1410-1416) , ha da Antonia (marvet en 1434) a oa dimezet da Alberico da Barbiano, kont Cunio hag aotrou Belgioioso.

Pennadoù kar [kemmañ]


Lennadurezh [kemmañ]

  • Rendina, Claudio (1994). Capitani di Ventura. Roma: Newton Compton. 
En e raok Aotrou Faenza Erlerc'hiet gant
Niccolò III d'Este 1377-1404 Stadoù ar Pab