Ar Feiz dre ar Meiz

Eus Wikipedia

Ur c'hatekiz katolik evit gouroadidi eo Ar Feiz dre ar Meiz [1], savet gant Pêr Even, hag un dibab a-douez ar pennadoù a oa bet moulet e-kerz 30 vloaz er gelaouenn Imbourc'h, un dibab a zo bet graet gant ar skrivagner e-unan dre ma felle dezhañ ober eus e skridoù un oberenn unvan, ha da gentañ dre an urzh en deus roet dezho enni.

"Ar Feiz hag ar Meiz" n'eo, e stumm ebet, un oberenn hiniennel nag a faltazi. Ar feiz reizhkred, hini an Iliz a-viskoazh, en deus fellet da bPêr Even displegañ ha netra ken. Pezh en deus graet ar skrivagner n'eo nemet danzen gerioù [2], resisañ ma c'halle, a-benn tizhout ar pal-se.