Aonia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Aonia a oa ur rann eus Boiotia, en Hellaz kozh. Enni e oa ar menez Helikon ha Kiteron, hag ur vro sakr e oa da Merc'hed an Awen, a veze graet "Aonian maids" (plac'hed Aonia) anezho gant ar barzh saoz Alexander Pope.

Marteze e oa un anv kozh evit Boiotia. Meneg a zo, gant Paosanias, eus faezhidigezh an Aoned, ur meuriad Boeotian, gant Kadmos (9.5.1ff).

El lennegezh latin e talveze "Aonia" kement ha Boiotia e yezh ar varzhoniezh, ha dreist-holl kement ha Menez Helikon , bro Merc'hed an Awen ha hini kavell Hesiodos . Hag an anv-gwan "Aonian" a dalveze kement hag "Helikonian" hag a rae dave d'ar Muzezed .