Aogust II

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aogust II

Frederig Aogust Iañ, pe Aogust II (August der Starke en alamaneg) (1670 –1733), a oa Dilenner Sachsen, roue Pologn, ha Dug-Meur Lituania en XVIIIvet kantved.
Ken kreñv e oa ma oa bet lesanvet der Starke, ha Dorn Houarn. Plijout a rae dezhañ terriñ hern kezeg gant e zaouarn.

E Sachsen e voe gwarezour an arzoù ha dindanañ e vleunias kêr Dresden , ma terede an arzourien d'e lez.

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Zilenner Sachsen ha d'e bried Anna Sophie af Danmark .


Dimeziñ[kemmañ]

Dimezet e oa da Christiane Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth. Ur mab o doe, Aogust III, a renas war-lerc'h e dad.

Serc'hed ha besterd[kemmañ]

Protestantez e oa chomet e wreg Christiane, ha ne fellas ketdezhi mont d'e heul da Bologn, gwell ganti .Schloss Pretzsch war lez an Elbe, ma varvas. E-keit-se ne gave ket Aogust hir e amzer hepti, ha serc'hed e-leiz en doe.

E vesterd anavezet[kemmañ]

Hervez skridoù kempred, ha Wilhelmine von Bayreuth zoken, en dije bet Aogust kement ha 365 pe 382 bugel.

  1. Frederick Augustus (b. 27 August 1712 - d. 15 October 1770), Kont Cosel; dimezet e 1749 d'ar Gontez Friederike Christiane von Holtzendorff. Pevar bugel o doe. The two sons, Gustav Ernst and Segismund, died unmarried. One of the two daughters, Constantia Alexandrina, married Johann Heinrich, Lehnsgraf Knuth. Eben, anvet Charlotte, first married Count Rudolf of Bünau and then married Charles de Riviere.

—Gant Henriette Rénard:

  1. Anna Karolina (1707 - 1769), Kontez Orzelska; dimezet e 1730 da Karl Ludwig Frederick von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck. Dizimezet e 1733.