Anna Constantia von Brockdorff

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Anna Constantia von Brockdorff
Anna Constantia pa oa dimezet d'ar Baron Hoym

Anna Constantia von Brockdorff, anvet diwezhatoc'h Kontez von Cosel, ganet e Stolpe (Holstein) e 1680 ha marvet e Stolpen, e Saks, e 1765, a oa un itron alaman a renk uhel a zeuas da vout serc'h da Aogust II, Dilenner Saks ha Roue Pologn adalek 1697 .

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa Anna Constantia en Gut Depenau, a zo hiriv e Stolpe, Holstein. Merc'h e oa d'ar Marc'heg (Ritter) Joachim von Brockdorff ha d'e bried Anna Margarethe, a oa merc'h d'ur bourc'hiz pinvidik eus Hamburg, Leonhard Marselis, perc'henn Gut Depenauborn. An Tiegezh Brockdorff a oa eus an Equites Originarii (tiegezhioù eus gouenn ar varc'heien) hag a roe d'o merc'hed un deskadurezh divoas en amzerioù-se : meur a yezh a zeskent, jedoniezh ha lizhiri klasel a studient, hag Anna a gare chaseal. Nec'het avat e oa he zud gant he doareoù prim ha taer.

En 1694 e voe kaset Anna Constantia gant he zud da Schloss Gottorf en Schleswig, ti-annez ofisiel Christian Albrecht, Dug Holstein-Gottorp. lakaet e voe Anna Constantia, 14 vloaz, da selvij merc'h an dug, Sophie Amalie, evel dimezell a enor.

Anna Constantia a eas da-heul Sophie Amalie da Wolfenbüttel, ma teuas he mestrez da vout eil pried ar priñs Augustus William, Dug Braunschweig-Lüneburg, mab ha pennhêr an Dug Anton Ulrich. E Wolfenbüttel e teuas Anna Constantia da võut dougerez, marteze diwar oberoù Ludwig Rudolf, Dug Braunschweig-Lüneburg, eil mab an Dug. Kaset kuit e voe Anna Constantia eus al lez da-vetek he zud e Gut Depenau. N'ouzer ket petra e teuas ar bugel da vezañ.

A-benn 1699 edo Anna Constantia, er Schloss Burgscheidungen, o vevañ diguzh gant rener ar Generalakzis Kollegiums, Adolph Magnus, Baron Hoym, anavezet ganti e Wolfenbüttel. Goude pevar bloaz evel serc'h dezhañ e tegouezhas an eured, d'an 2 a viz Gouhere 1703, hag an torr-dimeziñ e 1706. Pa erruas Anna e Dresden, kêr-benn Saks, e lavare e oa dimezet d'ar Baron evit gallout en em ziskouez el lez.

En 1704 en em gavas Aogust II, Roue Pologn ha Dilener Saks, dirak ar varonez prim he doareoù, ha kenkent ec'h orgedas outi. Klask a reas ar Baron von Hoym mirout outo a ober anaoudegezh dre ma kave dezhañ ne oa ket graet e wreg evit bezañ serc'h ofisiel.

Gwreg Aogust, Christiane Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth, a oa ur brotestantez deol ken e oa, ha nac'h a reas kuitaat Saks da vont da vevañ gant he fried e lez Pologn diroll ha katolik. Bevañ a rae evel en harlu e Schloss Pretzsch (Elbe). Anna Constantia a veve gant Augustus,met ur serc'h all doa ivez, Priñsez Teschen.

A-benn ar fin, e 1705 e voe harluet ar briñsez Teschen eus al lez hag Anna Constantia a gemeras he lerc'h evel serc'h ofisiel .

En 1706 e voe savet da Gontez Impalaerel (Reichsgräfin) Cosel. Daou vloaz goude , e miz C'hwevrer 1708, e c'hanas merc'h Aogust, anvet Augusta Anna Constantia diwar anvioù he zad hag he mamm. Bloaz goude, en Here 1709, e c'hanas ar gontez ur verc'h all, Fredericka Alexandrine, ha tri bloaz goude , en Eost 1712, e voe ur mab, Frederick Augustus, diwar anv e dad, haga zegouezhas dezhañ Gut Depenau a-berzh tud e vamm.

Anna Constantia p'edo en harlu e Burg Stolpen

Hervez tud al lez e lakae Anna Constantia he fri e politikerezh ar vro betek re.

Mervel a reas e Stolpen.


Bugale[kemmañ]

Tri bugel he doe:

Film[kemmañ]

  • "Hrabina Cosel", romant istorel polonek e 1873, gant Józef Ignacy Kraszewski
  • Hrabina Cosel, film polonek e 1968, diwar ar romant.