Antonio José de Sucre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Martin Tovar y Tovar 12.JPG
Monumant da Antonio José de Sucre e kêr Sucre, e Bolivia

Antonio José de Sucre y Alcalá (3 a viz C’hwevrer 1795 e Cumaná, Venezuela- 4 a viz Mezheven 1830 e Berruecos, Kolombia) a oa un dizalc’hour eus Suamerika ha kamalad e oa da Simón Bolívar.

E yaouankiz[kemmañ]

Antonio José de Sucre a oa bet ganet en ur familh pinvidik, eus Cumaná, e Venezuela hiziv, a oa da neuze e besrouantelezh Nueva Granada, un drevadenn spagnol. Hendadoù eus Europa en doa sur, met dizemglev zo etre an arbennigourien o deus studiet e vuhez da c’houzout eus peseurt bro e oa e hendadoù o tont : eus Flandrez hervez lod, eus Bavaria hervez lod all.

Dimeziñ a reas gant Maríana Carcelén y Larrea, markizez Solanda ha markizez Villarrocha.

En arme[kemmañ]

E 1811, hag eñ yaouank-flamm c’hoazh, ez eas da stourm evit dizalc’hiezh trevadennoù spagnol Suamerika. Buan e voe gwelet e oa barrek da ren soudarded : e 1817 e voe anvet da goronal. E 1819, pa ne oa nemet 24 bloaz, ez eas e penn ur vrigadenn. Goude emgann Boyacá e teuas da vezañ unan eus gwarded tost Simón Bolívar.

E 1821 e voe goulennet outañ gant Simón Bolívar mont da zieubiñ Quito. An trec’h a yeas gant Sucre en emgann Pichincha d’ar 24 a viz Mae 1822. Nebeudik goude ez antreas Bolívar ha Sucre e Quito. Anvet e voe Sucre da c’houarnour war broviñs Quito.

Haroz Ayacucho[kemmañ]

Trec’hioù all a c’hounezas Sucre a-enep armeoù Spagn e Perou, evel en emgann Junín d’ar 6 a viz Eost 1824. Lamm a roas d’ar Spagnoled en emgann Ayacucho, d’an 9 a viz Kerzu 1824. Pilet e voe an arme spagnol ha prizoniet ur bern soudarded hag ofiserien eus arme Spagn, hag en o zouez besroue Spagn. Gant an emgann-se e voe gwarantet dizalc’hiezh an trevadennoù spagnol.

Dilennet e vo Sucre da brezidant Bolivia e 1826, hogen e zilez a roas e 1828 evit mont war ar renk da vezañ prezidant Kolombia. Dilennet e voe, met muntret e voe prestik goude e Berruecos (Kolombia).

Dougen bri dezhañ[kemmañ]

En enor da Sucre eo bet roet e anv da :

Liam diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.