Antonia Pozzi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Antonia Pozzi (1912-1938)

Antonia Pozzi (1912-1938), a oa ur varzhez italian, ganet ha marvet e kêr Milano, e Lombardia.

Merc'h e oa da Roberto, alvokad milanat, ha d'ar gontez Lina Cavagna Sangiuliani, nizez da Tommaso Grossi. Adalek he c'hrennoad e skrivas Antonia barzhoniezh. Studiañ a rae el "liceo classico Manzoni" e Milano, hag un darempred tener he devoa gant he c'helenner latin ha gregach, Antonio Maria Cervi, hogen torret e voe gant Cervi e-unan e 1933 abalamour d'ar skoilhoù bras lakaet gant an tiegezh Pozzi. Se zo kaoz marteze e skrivas er bloaz-se, diwar he fenn : «e tu sei entrata / nella strada del morire» (ha setu te aet e-barzh straed ar mervel).

E 1930 e lakaas hec'h anv e skol-veur Milano da studiañ ar yezhouriezh, ha daremprediñ a rae tud evel Vittorio Sereni, Enzo Paci, Luciano Anceschi, Remo Cantoni. Eno e heulie kentelioù an alamanegour Vincenzo Errante hag al lenneg Antonio Banfi, ar modernañ skolveuriad italianen e amzer, ha gantañ e tremen un dezenn diwar-benn Gustave Flaubert e 1935 .